The Tennis Girl zo ul luc'hskeudenn brudet er bed saoznek, aet d'ober ur skritell, ma weler kein ur plac'h o kerzhout war-du ur roued tennis, ur paliked en he dorn dehou, hag he dorn kleiz o sevel he brozh da skrabañ he feskenn divragoù[1].

Kemeret e voe ar skeudenn gant Martin Elliott e miz Gwengolo 1976 ; Fiona Butler, 18 vloaz, zo poltredet e skol-veur Birmingham. Ne voe ket gopret ar plac'h, na oa na patrom na c'hoarierez tennis[2]

Daou vilion a skouerennoù zo bet gwerzhet. E 2007 e voe embannet skouerennoù a-nevez, gwerzhet 300 lur saoz an tamm[3],[4]

E 2011 he deus lezet Fiona Butler embann he foltred dirak ar skritell[5]

Notennoù kemmañ