Teobald, pe Theobald, Theudebald, Theodebald, Theudowald, pe Thibaut pe Théodebald e galleg (war-dro 535-555) a oa roue Aostrazia, pe roue Metz, pe hini Reims, adal 547 pe 548 betek e varv e 555.

Teobald
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezhioù ar Franked Kemmañ
Anv-bihanThibaud Kemmañ
Titl noblañsRoue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh534 Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv555 Kemmañ
Lec'h ar marvtalvoud dianav Kemmañ
TadTheudebert I Kemmañ
MammDeuteria Kemmañ
Breur pe c'hoarBerthoara Kemmañ
PriedWaldrada Kemmañ
FamilhMeroveed Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargRoue ar Franked Kemmañ

Mab e oa da Theudebert Iañ ha Deuteria. Dimeziñ a eure war-dro 552 da Waldrada, pe Vuldetrade, ur briñzez lombard hag a oa merc'h d'ar roue lombard Waccho, ha c'hoar d'ar rouanez Wisigarde, eil pried Thibert Iañ.

Pa varvas Sant Gall, eskob Clermont, ez eas an eskibien da c'houlenn digant ar beleg Caton kemer e lec'h. Nac'h a reas ar beleg, met dilennet e voe koulskoude. Tabut a savas etre Caton hag an arc'hdiagon Cautin. Ha Cautin da gemenn d'ar roue Thibaut e oa marvet Sant Gall, hag ar roue da envel Cautin da eskob Clermont e-lec'h Caton.

Dont a reas neuze Ostrogoted da c'houlenn skoazell digant ar Franked evit stourm ouzh ar Romaned, met nac'h a reas Thibaut reiñ harp dezho.

E varv

kemmañ

Mervel a reas e 555, a-raok e 20 vloaz. Kemeret e voe e rouantelezh gant Hlotar Iañ a gemeras an intañvez ivez.