Teologiezh Pozitivel
An Deologiezh Pozitivel a glask anataat dre an testennoù petra zo kelennet gant ar Skritur (Testamant Nevez dreist-holl), petra zo bet lavaret gant an Iliz kentañ, ha goude-se gant Tadoù an Iliz. Evit ul lod eta e rank en em ziazezañ war Patrologiezh Tadoù an Iliz hag abalamour da se anavezout mat mennozhioù, yezh ha kentelioù an Tadoù-se.