TermBret
Ur greizenn dermenadurezh evit ar brezhoneg eo TermBret. Enkorfet eo e Ofis ar Brezhoneg. Staliet eo e Roazhon, 10 straed Naonediz (rue Nantaise). Kroget en deus e labour pa oa ur rann eus Skol-Uhel ar Vro anvet Servij ar brezhoneg ha lakaet dindan atebegezh Olier ar Mogn er mare-se (1990).
Daou implijad zo o labourat ennañ. Bodet e vez ingal bodadoù termenadurezh gant tud arbennigour a-youl vat. E 2006 e laboure TermBret war ar c'hleweled hag evit renabliñ anvioù gwez Europa.
Ezel eo TermBret eus Kevredad termenadurezh Bro-C'hall (Société française de terminologie) hag en deus labouret kalz gant aozadurioù termenadurezh all evel EuskalTerm (Euskadi), Termcat (Katalonia), TermCymru (Bro-Gembre) hag hini ar C'hebek.
Bank termenadurezh
kemmañE derou ar bloavezh 2006 ez eus bet lakaet enlinenn bank roadennoù pe vank termenadurezh TermOfis e anv. Ebarzhet eo bet tost da 36 000 termen enni (miz Meurzh 2009). Skoueriekaet eo bet an termenoù diwar goulennoù ar strollegezhioù, an embregerezhioù hag an hiniennoù. Pep a geriaoueg moullet (sellet a-is) a zo bet lakaet enlinenn e endalc'h.
Anat eo e c'hell ar Wiikipedourien vrezhoneger sachañ traoù a-bouez diwar embannadurioù enlinenn koulz hag al levrigoù geriaoueg divyezhek (galleg-brezhoneg).
Geriaougi moullet
kemmañEmbann a ra Ofis ar Brezhoneg-TermBret un toullad geriaouegoù savet gant izili gopret harpet gant tud a ziavaez a-wechoù.
- Geriaouegi bras
- Anvioù bronneged Europa (anvioù latin - brezhonek - gallek - kembraek - saoznek tro-ha-tro)
- Geriaoueg al levraouegoù
- Geriaoueg ar stalioù
- Geriaoueg ar vuhez foran
- Geriouegi bihan
- An amzer
- Ar bank
- Ar boued
- Ar c'hirri-tan
- An dafar burev
- An dilhad
- Gourc'hemennoù
- Ar marc'hhouarn
- Ar pep retañ e Breizh
- Ar pesked-mor
- Ar sonerezh : bagadoù ha festoù-noz
- Ar vell-droad
Geriaouegi enlinenn war dTermOfis
kemmañ- Geriaoueg ar c'hebell-touseg
- Geriaoueg ar golf
- Geriaoueg an hent-houarn
- Yezhoù ar bed
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |