Troad terminativel
(Adkaset eus Terminativel)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad terminativel (saoz. terminative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ termen pe diwezh un dra bennak, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "betek" e brezhoneg.
Implijet e vez er yezhoù finnek-ougrek, da skouer:
- jõeni: "betek ar stêr"
- kella kuueni: "betek c'hwec'h eur"
- a házig: "betek an ti"
- hat óráig / hatig: "betek c'hwec'h eur"
En hungareg e c'hell talvezout ivez evit merkañ padelezh un ober, da skouer:
- hat óráig: "e-pad c'hwec'h eur"/"c'hwec'h eurvezh-pad"
- száz évig: "e-pad kant vloaz"