Terminator 2: Judgment Day

Terminator 2: Judgment Day (pe T2) a zo ur film skiant-faltazi amerikan bet sevenet gant James Cameron ha deuet er-maez er Stadoù-Unanet d'an 3 a viz Gouere 1991. Ennañ e c'hoari Arnold Schwarzenegger, Robert Patrick, Linda Hamilton hag Edward Furlong. Pa'z eo deuet er-maez e voe brudet a-drugarez d'an efedoù ispisisal a gaver ennañ : teknik ar morphing a voe implijet kalz ennañ.

Terminator 2: Judgment Day logo alaman

SynopsisAozañ

D'an 29 a viz Eost 1997 e voe an Judgment Day. Goude ar brezel nukleel e rank ar dud o deust dreistvevet stourm a-enep da ziktatouriezh ar roboted. E 1991, goude c'hwitadenn an Terminator kentañ, e kas Skynet unan nevesoc'h war an douar. Anvet eo T-1000. Ur robot savet gant dir dourennek eo, ha gellout a ra cheñch stumm pa fell dezhañ. Met un Terminator all, bet adlakaet da votn en-dro gant ar stourmerien, a stourm a-enep dezhañ. Unan eus kefridioù an Terminator-se a zo ivez gwareziñ John Connor, ha dieubiñ e vamm, hag a zo bet lakaet en un ospital evit a re sot peogwir e deus klasket distruj ul labouradeg urzhiataerioù.

Perzhioù teknikAozañ

  • Titl orin : Terminator 2: Judgment Day
  • Seveniñ: James Cameron
  • Senario : James Cameron ha William Wisher Jr.
  • Sonerezh : Brad Fiedel, Guns N' Roses
  • Produour : James Cameron
  • Produiñ : Carolco Pictures, StudioCanal, Lightstorm Entertainment, Pacific Western
  • Rener al luc'hskeudenniñ : Adam Greenberg
  • LIver dremmoù : Stan Winston ha Jeff Dawn
  • Rener arzoù : Joseph P. Lucky
  • Frammerien : Conrad Buff, Mark Goldblatt ha Richard A. Harris
  • Efedoù ispisial : Stan Winston, Joe Viskocil
  • Gwallammerien: Gary Davis, Joel Kramer
  • E-karg eus ar c 'hinklañ : Joseph Nemec III, John M. Dwyer
  • Buheziñ hag efedoù gwelet : Dennis Muren
  • kenbroduour : Stephanie Austin, B.J. Rack
  • Bro orin : Stadoù-Unanet, Frañs
  • Doare : skiant-faltazi
  • Stumm : Liv - Son Dolby SR, 2:35.1 Cinémascope, 35 mm
  • Budged : 102 milion $
  • Padelezh : 136 munutenn
  • Deuet er-maez : Stadoù-Unanet : 3 a viz Gouere 1991, Frañs : 16 a viz Here 1991
  • Difennet dindan 12 vloaz

PrizioùAozañ

  • Oscar an efedoù gwelet gwellañ (1991)
  • Oscar ar sonframmañ gwellañ (1991)
  • Oscar ar son gwellañ (1991)
  • Oscar al livañ dremm gwellañ (1991)

Gwelout ivezAozañ