Terrifier

Film slasher stadunanat

Terrifier zo ur film slasher stadunanat embannet e 2016. Skrivet, sevenet ha kenbroduet eo bet gant Damien Leone. Aktourien ar film eo Jenna Kanell, Samantha Scaffidi, David Howard Thorton, ha Catherine Corcoran. Heuliet e vez obererezhioù gwadus ur c'hlown troet da sot anvet Art, a lazh tud e-kerzh nozvezh Halloween. An eil gwech eo da welet an dudenn Art, goude ur filmig gant Leone embannet e 2013 en antologiezh All Hallows' Eve.

Terrifier zo bet bannet evit ar wech kentañ en Telluride Horror Show Film Festival e miz Here 2016 a-raok bezañ skignet en un nebeud salioù sinema gant Dread Central Presents hag Epic Pictures e miz Meurzh 2018.

E miz C'hwevrer 2019, Damien Leone en doa embannet e oa ur film da-heul da vezañ filmet hag e oa bet skrivet ar senario dija. Embannet e vo an Terrifier 2 e 2020

ProduiñAozañ

An dudenn Art the Clown a oa bet gwelet da gentañ er film berr embannet e 2008 anvet The 9th Circle, skrivet ha sevenet gant Leone. Leone en doa skrivet ha renet ur film berr all anvet Terrifier,gant distro an dudenn Art hag embannet e 2011. An daou film berr-se a oa bet ouzhpennet en antologiezh filmoù spont All Hallows' Eve e 2016.

AktourienAozañ

  • Jenna Kanell evel Tara Heyes
  • Samantha Scaffidi evel Victoria Heyes
  • David Howard Thornton evel Art the Clown
  • Catherine Corcoran evel Dawn
  • Pooya Mohseni evel Cat Lady
  • Matt McAllister evel Mike the Exterminator #1
  • Katie Maguire evel Monica Brown
  • Gino Cafarelli evel Steve
  • Cory Duval evel Coroner
  • Michael Leavy evel Will the Exterminator #2
  • Erick Zamora evel Ramone
  • Jason Leavy evel Police Officer 1
  • Steve Della Salla evel Police Officer 2
  • Clifton Dong evel gwaz EMT

Liammoù diavaezAozañ