Testosteron
An testosteron zo un hormon steroidel , eus stroll an androgenoù. An hormon gourel pouezusañ eo, hag ar steroid « orin ».
Un hormon gourel eo a labour er groueell da fardañ fenotip gourel ar c'hroueelloù paotred. Aozet eo e-barzh kelligoù Leydig .
Eien
kemmañEvel an hormonoù steroidel all n'eo an testosteron nemet un doare kolesterol, pe un deverad anezhañ. E divgell ar wazed e vez aozet ar muiañ a destosteron.
Efed
kemmañKemer a ra perzh er gourelaat: boutoc'h ar vouezh, fonnusoc'h ar blev. Hag e c'hoant reizhel (libido) ar baotred, hag un tamm en hini ar plac'hed. Splann eo ivez ez eo kaoz da feulsted hag argadusted ar baotred.
Gant an oad e kemer perzh e moalaat ar baotred dre ma koshaont. Digreskiñ a ra kementad an testosteron gant an oad.
Kemeret e vez a-wechoù evel louzoù-kreñvaat gant sportourien zo, enep da lezennoù ar sport avat. Kreskiñ a ra gantañ ar youl da drec'hiñ, diorren a ra ar c'higennoù, ha sikour a ra da drec'hiñ war ar skuizhder, gant se e c'hall an dud embreger garvoc'h.