Tewdrig
Tewdrig pe Tewdrig ap Teithfallt, pe Theodoricus e latin, a oa roue Glywysing, e Kembre hiriv. Dilezel a reas e gurunenn evit e vab Meurig (Maurice) ha mont da benedour. Galvet e voe en-dro da gemer penn e arme da enebiñ ouzh ar Saozon. Trec'h e voe, met gloazet en emgann, ma varvas. Evel ma oa e penn un arme kristen a-enep paganed eo bet lakaet da verzher ha da sant.
Hervez Levr Llandaf, en XIIvet kantved, e c'hoarvez istor Tewdrig e Gwent pa lavar oa roue Glywysing.