The A-Team zo ur film stadunanat embannet e 2010 ha diazezet war ar stirad skinwel eus ar bloavezhioù 1980 gant ar memes anv krouet gant Frank Lupo ha Stephen J. Cannell. Kenskrivet gant Brian Bloom ha Skip Woods ha sevenet eo gant Joe Carnahan. Aktourien ar film eo Liam Neeson, Bradley Cooper, Quinton Jackson, Sharlto Copley, Jessica Biel, Patrick Wilson ha Brian Bloom. Kavout a reer ivez Dirk Benedict ha Dwight Schultz eus ar stirad skinwel diazez en ur c'hameo. Ar film a gont istor an "A-Team", un unvez nerzhioù ispisial a zo bet toullbac'het evit un torfed n'o devoa ket sevenet. Tec'het int ha klask a reont prouiñ int digablus. Ar film zo bet produet gant Stephen J. Cannell, Ridley Scott ha Tony Scott. Embanet eo bet ar film er sinema d'an 11 a viz Even 2010 gant 20th Century Fox.

Ar film a oa bet labouret warnañ abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990. Meur a skrivagner ha meur a senario a oa bet met chomet eo diechu. Ur wech embannet, ar film zo bet burutellet etre kement a-fed arc'hant rastellet er box office gant $177 milion evit ur vouejedenn a $110 milion.

Liammoù diavaez

kemmañ