The Clash
The Clash zo unan eus ar strolladoù pennañ en istor ar rock hag ar punk rock breizhveuriat. E 1976 e krogas ar strollad da c'hoari hag e 1985 e tispartias.
Daou benn ar strollad a oa Joe Strummer ha Mick Jones, o-daou o seniñ gitar hag o kanañ. Stil ar strollad a lavarer eo liammet ouzh al luskad punk a vez graet rock stourm anezhañ. Dibar e oa ar strollad pa ouie seniñ meur a stil sonerezh ha tost da wriziennoù ar stiloù-se. Tro-ha-tro o deus pledet gant luskoù punk, rock, reggae, ska, rockabilly ha rap ivez ("This is Radio Clash"). Ur skouer vat eo London Calling, ur bladenn rock klasel.
The Clash zo bet unan eus ar strolladoù tud wenn kentañ oc'h ober gant ar reggae (war o fladenn gentañ, e 1979, o doa enrollet Police & Thieves, kompozet gant Junior Murvin, ha "White Man in Hammersmith Palais" bet skrivet ganto).
Goude ma oa bet dispartiet ar strollad o doa kendalc'het Mick Jones ha Joe Strummer da seniñ eus o zu gant strolladoù all.
Neuze e oa The Clash ur strollad punk rock a vro Saoz, savet e 1976 hag aet da get e 1985.
Ma vez sellet doc'h the Sex Pistols èl ar strollad en deus lañset da vat al luskad punk e Breizh Veur, sellet 'vez doc'h the Clash èl ar strollad en deus diazezet ar luskad-se (kement e-keñver ar sonerezh hag ar mennozhioù). Pa vez sellet doc'h ar prantad-mañ 'gosig tregont vle goude e verzher e oa kentoc'h the Sex Pistols ur strollad doc'h ar c'hiz d'ar poent-se, diazezet o berzh àr o stumm, o neuz hag a-hend-arall eo enskrivet buhez the Clash en un emsav politikel, mennozhioù an tu kleiz el-rezon (pa oa "dazont erbed" kemennadenn gentañ the Sex Pistols, ha distruj, pe beurzistruj, ne c'hell ket an nen fiziañ ba seurt kredennoù muioc'h evit ur ble, randonenniñ a ra founnapl, gwellañ tra d'ober eo diskar ar strollad, dreist-holl pa ne vez ket netra da ouzhpenniñ e-keñver ar sonerezh).
Mard eo chomet bras brud the Clash eo marteze peogwir eh ae o sonerezh pelloc'h evit pezh 'veze graet da gustum get ar strolladoù punk (gitar peurgarget, kan faos pe kentoc'h huchadennoù, taboulinoù ha gitar boud gagn anezhe), da lavaret eo e oa levezonet o sonerezh get ar reggae, ar rock pe traoù arall a bep seurt, ar ska hag arall. Setu an disoc'h a oa ur sonerezh kizidik tre, ha sonadegoù prizet kenañ.
Setu neuze ar gwellañ strollad punk, kani en deus levezonet ar muiañ sonerezh hag emzalc'h e ziskennidi, èl ar re-mañ da skouer : Green Day, Blink-182 pe The Offspring, ha strollad punk-ska Rancid, hag a ansav eo The Clash o levezon veur. Met pelloc'h evite, strolladoù èl U2, The Cure, 311, ha R.E.M. o deus dispennet roudoù The Clash. Levezon the Clash a zo e-barzh sonerezh Breizh Veur ar bleadoù 90 hag an emsav Brit pop ivez.
Izili ar strollad
kemmañNe oa ket cheñchet kalz ar sonerien er strollad :
- Joe Strummer (1976-1985) : gitar tredan, kan
- Mick Jones (1976-1983) : gitar, kan
- Paul Simonon (1976-1985) : gitar-boud
- Keith Levine (1976) : gitar
- Topper Headon (1977-1982) : toumperezh
- Terry Chimes (1976-1977 ; 1982) : toumperezh
- Nick Sheppard (1985) : gitar
- Pete Howard (1985) : toumperezh
- Vince White (1985) : gitar
Pladennoù
kemmañ- 1977 : The Clash, N°12 UK
- 1978 : Give 'em Enough Rope, N°2 UK, N°128 US
- 1979 : London Calling, N°9 UK, N°27 US
- 1980 : Sandinista!, N°19 UK, N°27 US
- 1982 : Combat Rock, N°19 UK, N°24 US
- 1985 : Cut the Crap, N°16 UK, N°171 US
Kendastumadoù hag enrolladennoù sonadegoù
kemmañ- 1980 : Black Market Clash, N°74 US
- 1988 : The story of The Clash, volume 1, N°7 UK
- 1991 : Clash on Broadway
- 1991 : The Singles Collection, N°68 UK
- 1994 : Super Black Market Clash
- 1999 : From Here To Eternity, (live) N°13 UK
- 2003 : The Essential Clash
- 2006 : The Singles (Coffret Deluxe 19 Cd-singles)
Pladennoù 45 tro
kemmañ- 1977 : White Riot, N°38 UK
- 1977 : Capital Radio One
- 1977 : Remote Control
- 1977 : Complete Control, N°28 UK
- 1978 : Clash City Rockers, N°35 UK
- 1978 : White Man In Hammersmith Palais, N°32 UK
- 1978 : Tommy Gun, N°19 UK
- 1979 : English Civil War, N°25 UK
- 1979 : The Cost Of Living, (EP) N°22 UK
- 1979 : London Calling, N°11 UK
- 1980 : Bankrobber, N°12 UK
- 1980 : The Call Up, N°40 UK
- 1981 : Hitsville UK, N°56 UK
- 1981 : The Magnificent Seven, N°34 UK
- 1991 : This Is Radio Clash, N°47 UK
- 1982 : Know Your Rights, N°43 UK
- 1982 : Rock The Casbah, N°30 UK, N°8 US
- 1982 : Should I Stay Or Should I Go / Straight To Hell, N°17 UK, N°45 US
- 1985 : This Is England, N°24 UK
- 1988 : I Fought The Law, N°29 UK
- 1988 : London Calling, N°46 UK
- 1990 : Guns Of Brixton, N°57 UK
- 1991 : Should I Stay Or Should I Go, N°1 UK
- 1991 : Rock The Casbah, N°15 UK, N°8 US
- 1991 : London Calling, N°64 UK
- 1991 : Train In Vain (Stand By Me), N°23 US en 1980
Videoioù
kemmañ- Rude Boy
- Westway to the World
- Essential Clash