The Dairyman's Daughter
The Dairyman's Daughter zo ul levrig relijiel saoznek eus an XIXvet kantved savet gant Legh Richmond, ur beleg anglikan ha skrivagner relijiel.
Lakaet e voe ar skrid e kembraeg. Berzh bras a reas al levr ha bras e voe e levezon, daoust ma ne oa nemet 52 bajenn ennañ, a gont buhez Elizabeth Wallbridge.
Elizabeth Wallbridge
kemmañElizabeth Wallbridge, ganet e parrez Arreton, en Enez Wight, e Bro-Saoz. Merc'h e oa da Joseph Wallbridge, ha paour e oa he zud. Evel he breudeur ha c'hoarezed e voe lakaet da labourat abred. Legh Richmond a oa person anglikan parrez amezek Brading. Hervez e levr e vevas Miss Wallbridge betek he 26 vloaz hep soñjal er relijion, emgar ha lorc'hus. Kemmañ a reas he buhez goude ur sarmon ma teuas da vout devot ha ma krogas da studiañ ar Bibl.
E kembraeg
kemmañ- Hanes Merch y Llaethwr, embannet e 1821.