The Farther Adventures of Robinson Crusoe

romant

The Farther Adventures of Robinson Crusoe (hiriv "The Further adventures of Robinson Crusoe") zo ur romant gant Daniel Defoe, embannet e 1719. Un heuliad d'ar romant Robinson Crusoe (embannet abretoc'h e 1719) e oa, ma weler an haroz o treuziñ Siberia, o vont eus Moskou betek Pekin. Diazezet e oa ar skrid-mañ war deizlevr kannadiezh an diplomat Adam Brand a veajas eus an eil kêr-benn d'eben etre 1693 ha 1695. Hiroc'h e oa an titl orin : The Farther Adventures of Robinson Crusoe; Being the Second and Last Part of His Life, And of the Strange Surprising Accounts of his Travels Round three Parts of the Globe.

The Farther Adventures of Robinson Crusoe

AstennAozañ

Daoust ma oa da vezañ an eil ha diwezhañ darn eus istor buhez Crusoe, ul lodenn all a voe staget outi e 1720, anvet Serious Reflections of Robinson Crusoe.