The First Descendant
The First Descendant zo ur c'hoari doare free-to-play Massively Multiplayer Online Role-Playing Game ha c'hoari tenn trede sell sevenet hag embannet gant Nexon Korea Corporation. Ar c'hoari a zo bet embannet d'an 2 a viz Gouhere 2024.
Titl | The First Descendant |
---|---|
Anv kuzh ar raktres | Project Magnum |
Tachenn | looter shooter, RPG, Third-person shooter |
Ti-embann | Nexon |
Bro orin | Korea ar Su |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg, koreaneg |
Deiziad embann | 2 Gou 2024 |
Amleder | PlayStation Store, Microsoft Store, Steam |
Review score | 56/100, 23% |
Diorroer | Nexon |
Savenn | Microsoft Windows, PlayStation 5, PlayStation 4, Xbox Series X and Series S, Xbox One |
Software engine | Unreal Engine 5 |
C'hoariusted | C'hoari video unc'hoarier, co-op mode |
Input device | touchennaoueg, logodenn, gamepad |
Diaz embann | embannadur niverel |
Australian Classification | M |
Renkadur ClassInd | 12 |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
GSRR rating | Parental Guidance 15 |
Renkadur PEGI | PEGI 12 |
Renkadur USK | USK 16 |
Lec'hienn ofisiel | https://tfd.nexon.com |
Aotre-implijout | proprietary license |
Statud ar gwirioù-oberour | copyrighted |
CCC classification | 18 vloaz pe ouzhpenn |
GRAC rating | 19+ |
SMECCV classification | Gour +18 vloaz |
Doare c'hoari
kemmañAr c'hoarierien a vez o c'hoari roll "Descendants( diskennidi)", hiniennoù gant galloudoù hud hag a zo deuet da vezañ gwarezerien an denelezh hag ar spi nemetañ a-enep ar Vulgus, ur ouenn estrenegorel feuls. Evel diskennad, ar c'hoarier a rank tizhout kefridioù evit talañ ouzh aloubadeg ar re Vulgus. Albion a zo bazenn diazez an diskennidi hag eno e vez roet kefridioù da seveniñ dezho. Ar c'hefridioù a vez da seveniñ war tachennoù emgann lies a vez ergerzhet a feur ma zeer war-raok gant an istor diazez.
Istor ar c'hoari
kemmañIngris a oa ur blanedenn frouezhus evit Mab-den. Digoradur dorioù mentoù war-zu bedoù all a oa bet an darvoud o tegas un aloubadeg gant gouennoù egorel gant lañs skiantel bras, ar Vulgus ha Colossi. Ar re-se a zo feuls-taer ha gant dafar kalz gwelloc'h evit hini Mab-den. Ar Vulgus ha Colossi a glask aloubiñ ar blanedenn Ingris gant ar c'hoant kavout un dra bennak. Da gentañ, e seblante bezañ an aloubadeg doubl unan o klask riñsañ an denelezh. En gwirionez gant an amzer o redek e oa deuet anatoc'h-anatañ ne oa nemet un doare gant ar Vulgus ha Colossi da aesaat kavadenn ur vammennn energiezh gevrinus anvet "kalon houarn", hag a vije kuzhet war ar blanedenn Ingris.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Lec'hienn ofisiel