The Mighty Avengers

The Mighty Avengers a zo ur c'homic book embannet gant Marvel Comics. Ur strollad gourharozed eo The Mighty Avengers, hag a zo o chom e New York. Er penn-kentañ e veze kaset ar skipailh gant Iron Man ha Ms. Marvel, ha goude-se gant Hank Pym. Niverenn gentañ Mighty Avengers a voe an eil comic book gwerzhet ar gwellañ er miz ma teuas er-maez, hervez Diamond Publisher.[1]

Istor an embann

kemmañ

Kinniget e voe ar skipialh evit ar wech kentañ e The Mighty Avengers #1 (miz Mae 2007), senario gant Brian Michael Bendis ha livañ gant Frank Cho. E penn ar skipailh emañ Ms. Marvel, hag ennañ e kaver Iron Man, The Wasp, Wonder Man, Ares, Sentry ha Black Widow.

Raktreset e oa bet e vefe embannet The Mighty Avengers da vont asambles gant New Avengers : eskemmoù tudennoù ha darvoudoù boutin gwelet dre veur a savboent. Met an treser Cho a zilezas ar raktres goude bezañ treset c'hwec'h niverenn hag ur golo ouzhpenn[2]. Mark Bagley a reas an tresadennoù en niverennoù #7-11 (penn-kentañ miz Meurzh – dibenn miz Mae 2008).

Paouezet e voe an embann gant The Mighty Avengers #36 (miz Ebrel 2010), pa oa fin prantad Siege[3].

Strollad Initiative : 2007–2008

kemmañ
Tudenn Anv gwir Ezel abaoe Notennoù
Iron Man Anthony Edward Stark Mighty Avengers #1 (miz Mae 2007) Tennet e garg a rener eus S.H.I.E.L.D. e Secret Invasion #8.
Ms. Marvel Carol Susan Jane Danvers Deuet da vezañ ezel eus New Avengers.
Wonder Man Simon Williams Roet e zilez e Secret Invasion #8.
The Wasp Janet van Dyne
(pe Janet Pym)
Marvet e Secret Invasion #8.
Black Widow Natalia Alianovna Romanova
(pe Natasha Romanoff)
Roet he dilez e Secret Invasion #8.
Sentry Robert Reynolds Deuet da vezañ ezel eus Dark Avengers.
Ares Ares
(pe John Aaron)
Deuet da vezañ ezel eus Dark Avengers. Lazhet, sur a-walc'h, e Siege #2.
Infiltrator (2007)
Spider-Woman Veranke
(Jessica Drew)
Mighty Avengers #7 (miz Du 2007) Spierez. Dizoloet e oa ur Skrull e Secret Invasion #3 (May 2008). Marvet e Secret Invasion #8.

Strollad etrebroadel (International Team)  : 2009-2010

kemmañ

Goude darvoudoù Dark Reign, e voe adaozet ar skipailh.

Tudenn Anv gwir Ezel abaoe Notennoù
The Wasp Dr. Henry Jonathan "Hank" Pym Mighty Avengers #21 (miz Meurzh 2009) Dibabet gant "Scarlet Witch", hag a oa Loki e gwirionez. Iron Man a glaskas kemer e blas e penn ar strollad, lakaet e penn goude bezañ trec'het Chthon.
Hercules Heracles Lazhet, sur a-walc'h, da vare emgann New Olympus.
Amadeus Cho Amadeus Cho
Jocasta Jocasta
U.S. Agent John Frank Walker,
Jack Daniels (alias)
Mighty Avengers #22 Bet ezel eus Omega Flight, dibabet da gemer plas Captain America. Skarzhet gant Norman Osborn e Mighty Avengers #33.
Stature Cassandra Lang Ezel eus Young Avengers.
Vision Jonas (alias)
Quicksilver Pietro Django Maximoff Mighty Avengers #24 Degemeret er skipailh goude bezañ sikouret er stourm a-enep Titan.

Niver a skouerennoù

kemmañ
Niverenn Skouerennoù gwerzhet Renk en icv2 Top 300
1 141 288[1] 2
2 121 365[4] 8
3 115 440[5] 8
4 107 768[6] 8

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 http://www.icv2.com/articles/home/10404.html Top 300 Comics Actual--March 2007, icv2.com
  2. Kean, Benjamin Ong Pang: "Frank Cho: On Leaving The Mighty Avengers", Newsarama.com, 27 a viz Gwengolo 2007
  3. Richard George : http://comics.ign.com/articles/106/1061476p1.html Siege Ends the Avengers, IGN, 15 a viz Genver2010
  4. http://www.icv2.com/articles/home/10618.html Top 300 Comics Actual--April 2007, icv2.com
  5. http://www.icv2.com/articles/home/10766.html Top 300 Comics Actual--May 2007, icv2.com
  6. http://www.icv2.com/articles/home/11131.html Top 300 Comics Actual--June 2007, icv2.com