The Villainess zo ur film sukorean niñvek embannet e 2017. renet eo gant Jung Byung-gil, Kim Ok-bin eo an aktourezh pennañ. Skignet eo bet evit ar wech kentañ e-pad 70vet festival Cannes e Mae 2017.

Ur plac'hig a zo bet desavet e Sina evit ober anezhi ur vuntrerezh a-vicher garv. Ur wech gour e vez harzet hag implijet gant ur penn eus ar spiañh Sukorean evel spierezh kousk. Ma ra pezh a lar dezhi ar vaouez e vefe dieubet a-benn dek vloaz gant un identelezh hag ur vuhez nevez. Erruout neuze ar vuntrerezh e Korea ar Su evel aktourezh c'hoariva.

Aktourien

kemmañ
  • Jung Hae-kyun evit Jang Chun
  • Park Chul-min evit tad Sook-hee
  • Kim Hye-na evel gourdonerezh neveziad

Embann

kemmañ

Embannet eo bet ar film The Villainess d'an 8 a viz Even 2017. Hervez an embanner Next Entertainment World ar film a oa bet gwerzhet da 115 bro e-touezh anezho Norzh Amerika, Su Amerika, Bro-C'hall, Alamagn, Spagn, Italia, Aostralia, Taiwan hag ar Filipinez. Goude-se e oa bet gwerzhet war douaroù Japan, Sina, Singapour, India betek tizhout un hollad a 136 bro dre ar bed-holl.