Thibaud de Malestroit

Thibaud de Malestroit a voe eskob Treger eus 1378 da 1383[1].

En gul e nav bezantenn en aour

Genidik eus Bro-Gerne e oa. Deuet e oa war-lerc'h Jean Le Brun war gador eskob Treger d'an 19 a viz Meurzh 1378.

Ne ouzer ket muioc'h diwar e benn en eskopti Treger.

Dilec'hiet e oa bet d'an 3 a viz Du 1383 da Gemper, e-lec'h ma yeas da Anaon d'an 2 a viz Mae 1408.

Hugues de Keroulay a oa deuet war e lerc'h en eskopti Treger.

Notennoù kemmañ

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960