Thomas Campion
Thomas Campion a zo ganet an 12 a viz C'hwevrer 1567 ha mavet ar c'hentañ a viz Meurzh 1620. Sonaozour, barzh ha fizisian e oa.
Thomas Campion a zo ganet e Londrez, graet en deus e studioù e Peterhouse e Cambridge, met ivez en Honourable Society of Gray's Inn 'lec'h m'en deus studiet ar gwir e 1586. Aet eo kuit e 1595 hep bezañ bet galvet. An 10 a viz C'hwevrer 1605 e resev diplom medisinerezh Skol-Veur Caen.
E barzhonegoù a zo bet embannet gant Sir Philip Sidney e-barzh Astrophel and Stella e 1591. Songs of Mourning: Bewailing the Untimely Death of Prince Henry (1613) a zo bet lakaet e sonerezh gant John Cooper. Skrivet en deus barzhonegoù e-leiz, reoù 'zo a c'heller adkavout en ul levr: Observations in the Art of English Poesie (1602) e anv. Burutellad a ra el levr-se ar fed kaout klotennoù er barzhoniezh.
Campion en deus skrivet muioc'h eget kant kanaouenn lud en e Books of Airs, gant an dastummad gentañ (kenskrivet gant Philip Rosseter) e 1601, dastummadoù all a vo er bloavezhioù 1610. Skrivet en deus kalz a vaskaradenn: Lord Hay's Masque c'hoariet e 1607, Somerset Masque ha The Lord's Masque c'hoariet ar wech kentañ e 1613.
E 1615 e embanno ul levr war ar "C'h/Contrepoint", A New Way of Making Fowre Parts in Counterpoint By a Most Familiar and Infallible Rule, bet admoullet e 1660.
Kemeret en deus perzh e-barzh muntr Thomas Overbury, akuitet eo bet da c'houde peogwir en doa roet arc'hant diemskiant.
Thomas Campion a zo marv e Londrez, moarvat gant ar vosenn.