Thomas Lotout
Thomas Lotout | |
![]() | |
Anv | Thomas Lotout |
---|---|
Ganet | 10 a viz gouere 1983 Kreiz-Breizh |
Micher(ioù) | Soner |
Doare(où) | Sonerezh keltiek, Sonerezh Breizh |
Benveg(où) | bombard |
Bloavezhioù oberiant | abaoe 1991 |
kemmañ ![]() |
Ganet eo bet Thomas Lotout, lesanvet TiTom, d'an 10 a viz Gouere 1983 e Kreiz Breizh. D'an oad a 7 vloaz e krogas da seniñ gant e vreur bras Jozef. Kentelioù seniñ o deus bet digant o amezeg David Pasquet, hag eñ yaouank-flamm, ha goude se digant Gael Nicol, bet o-daou sonerien vrudet Ar Re Yaouank. Evezh a oa bet sachet warnañ d'an oad a 10 vloaz pa gemeras perzh en ur genstrivadeg e Pondi gant Laurent Bigot, a oa bet div wech kampion Breizh ar sonerien daou-ha-daou. Adalek neuze e voe desket dezhañ seniñ e-pad ur pevar bloaz bennak.
BuhezskridAozañ
Dont a reas ar vreudeur Lotout da vezañ brudet-kenañ pa c'hounezas Kerlenn Pondi Kampionad Breizh ar Bagadoù, kentañ rann e 2001.
Tomaz Lotout en deus kemeret perzh en ur bern strolladoù festoù-noz. Seniñ a reas gant Carré Manchot. Sonet en deus war bladennoù pe war al leurenn gant Stourm, Jean-Charles Guichen, Diaouled Ar Menez, Loened Fall, Youenn Bodros. Sonaozour Bagad Pañvrid eo bet ivez. C'hoari a ra ivez gant e strollad festoù-noz anvet Winaj'h.
E dibenn 2009, ez eo bet Tomaz Lotout oc'h enrollañ ur bladenn e-unan, e hini gentañ, gant an ti-embann pladennoù L’OZ Production. Anvet eo « Un Cri Dans L’Ebène ». Ur bern sonerien vat a zo da glevout war ar bladenn-se evel ar fleütour Yannig Alory eus Carré Manchot, ar soner gitar-boud Stéphane Devito eus ar strollad-bet Ar Re Yaouank, ar violoñsour Raphael Chevalier bet o seniñ gant Denez Prigent ha Da Silva, ar gitarour Pat O’ May, an tabouliner Mickael Bourdois bet e Ioda, ar c'haner Brendan Le Corre, Fabrice Beaumin ouzh ar bouzouki eus Trio Beaumin. Sonaozourien pladenn TiTom a zo Stéphane Devito ha Fabrice Beaumin, ur bladenn a zo 11 ton da glevout warni.
Bez' en deus TiTom un doare dezhañ e-unan da seniñ ar vombard hag a lak begon ha startijenn, o lakaat ar sonerezh da nijal hag o reiñ ul lusk hag un nerzh par da hini ar rock, pe heñvel outañ zoken.
Liammoù diavaezAozañ
- Lec'hienn ofisiel TiTom
- MusicMe, M'hoc'h eus c'hoant da selaou e bladenn da dTitom "huchadenn en ebena".