Digeriñ al lañser pennañ
Carré Manchot
Carré Manchot2005.jpg
Carré Manchot e 2005 gant Herve al Lu

Doare(où) Sonerezh Breizh, sonerezh fest-deiz ha noz
Bloavezhioù oberiant 1986-...
Lec'hienn ofisiel Lec'hienn ofisiel Kroazhent

Ur strollad sonerezh da zañsal er festoù-noz eo Carré Manchot. Krouet e oa bet e 1986 e Klegereg (Morbihan (56)). Deuet eo, abaoe ar mare-se, da vezañ ur strollad brudet hag a ra ur bern a festoù-noz abaoe ugent vloaz.

Ar strollad a-vremañ a zo ennañ Yannig Alory, fleüt a-dreuz koad, Yann-Loïc Joly ouzh an akordeoñs diatonik, Gilbert Le Pennec, gitarour, hag evit echuiñ, Loïc Bléjean gant an binioù-ilin, al fleüt-izel hag a zo erruet e 2007. O doare da seniñ hag o startijenn o deus kaset anezho dre Vreizh, met ivez dre ar bed a-bezh betek... an Turkmenistan e 2008 !

Ar strolladAozañ

Krouet e oa bet Carré Manchot e 1986, gant Rémi Martin, c'hoarier akordeoñs, Jean-Claude Riou, c'hoarier violoñs, Herve Le Lu, c'hoarier bombard ha Gilbert Le Pennec, paotr e c'hitar. Gant ar strollad kentañ-mañ eo bet enrollet pladenn gentañ ar strollad : Tabalish.

E 1988 e oa aet Rémi ha Jean-Claude kuit eus ar strollad evit leuskel o flas gant Ronan Robert (akordeoñs) ha Ronan Pinc (violoñs). Div bladenn a voe embannet da-heul se : Mab ar Miliner hag An Disparti hag a verko fin ar stumm-mañ eus ar strollad e 1994.

Ar bloavezh-se ez eas kuit an daou Ronan, hag erlec'hiet int bet gant Yannig Alory ouzh ar fleüt a-dreuz, Yann-Loïc Joly ouzh an akordeoñs hag Erwan Volant ouzh ar gitar-boud. Pemp pladenn a voe enrollet gante : « Noz ! » e 1996, « Riboul » e 1997, «  Liyannaj » e 1999 hag a zo bet graet gant sonerien guadeloupean ar strollad Akiyo ka ha gant ar c'haner breton Patrick Marie. Graet o deus war-lerc'h un eil pladenn diwar skouer « Liyannaj » anvet « Liyannaj Live ». E 2001 ec'h enrollas ar strollad « Degemer ». War an album-se ez eus tu da adklevout sonerien « Liyannaj » met ouzhpenn da se c'hoarierien stokelloù pe taboulinoù Bagad Kemper hag a c'hoari hiziv c'hoazh alies gant Carré Manchot.

Setu e 2005 ez eas kuit Erwan Volant, erlec'hiet gant Stéphane Sotin hag a c'hoari taboulinoù hag a roas d'ar strollad un energiezh nevez.

20 vloaz ar strolladAozañ

E 2006 e voe enrolet Laÿou ! ha d'ar memes mare e voe lidet ugentvet deiz-ha-boaz ar strollad, e startijenn hag e spered goueliañ hag a zo chomet ar memes hini hag e 1986, d'ar 13 a viz Gouere 2006, e Mur, e-tal Lenn Gwerledan.

Ar strollad e 2013Aozañ

 
Carré Manchot e 2010

Gilbert Le Pennec : gitar ; Yannick Alory : fleüt a-dreuz ; Yann-Loïc Joly : akordeoñs ; Loïc Blejean : uileann pipes ha low whistles ; Patrick Marie : kan.

PladennoùAozañ

Liammoù diavaezAozañ