Ti-gar Perpignan
Ti-gar Perpignan (La gare de Perpignan) zo un daolenn livet gant Salvador Dalí. Un eoullivadur war danvez eo (296x406 cm). Emañ e Mirdi Ludwig e Köln, en Alamagn.
Kinnig
Ti gar perpignan eo an titl, hervez Dali e vefe homañ kreiz ar bed. Deus al luskad arzel dreistrealouriezh. Implijet a zo bet livaj eoul a zo bet lakaet gantañ war ul lienn. Gant Salvador Dali eo bet graet an oberenn mañ. D'ar c'houlz se e oa pouezus ar marv barzh buhez Dali setu pera k e vez gwelet e kreiz an daolen ur bugel o vervel war kroaz ar C'hrist.
Deskrivañ an oberenn E-kreiz an daolenn e vez gwelet ar C'hrist war ar groaz, ur gouli en deus war e vruched, damdreuzwelus eo. E-kreiz ez eus un den, alese e teu ar gouloù. A-drugarez d'ar bevar bann gouloù a zo tu rannañ an daolenn e peder lodenn : E-krec'h : • Just a-us penn ar C'hrist vez gwelet penn a-dreñv ur vagon. War ar vagon-se e vez gwelet an niverennoù 997 ha 605. Gwelet e vez ur pannel bevenniñ an tizh da 85 km/e ha daou skritell skrivet warne PERPIGNAN ha PYRENNEES ORIENTALES. • Gwelet e vez ur goumoulenn vihan ha bannoù an heol o treuziñ anezhi. A- us ar goumoulenn vihan e vez gwelet un den, Dali eo an den se. A-zehoù • War ur sac'had patatez e vez gwelet ur plac'h yaouank o pediñ, harpet eo deus ur forc'h. • E-kreiz an tu dehoù e vez gwelet daou zen damdreuzwelus ; unan o tastum ur sac'had patatez hag egile a zo a-dreñv. En traoñ : • Ur votez koad a vez gwelet e-kichen bruched ar C'hrist • Ur bugel a vez gwelet, emañ o sellout ouzh ar C'hrist, Gala eo, gwreg Salvador Dali. • Ur vark a vez gwelet en traoñ tout, emañ ovageal war ur mor sklaer A-gleiz : • Ur paotr yaouank a vez gwelet o pediñ war ur sac'had patatez, ar memes stumm a zo gantañ hag ar plac'h yaouank. • Tud damdreuzwelus a vez gwelet o kargañ ur garrigel. Framm ha spas E-barzh an oberenn a zo tri ahel simetriez : unan a-hed (graet gant Dali, ar vagon, Dali ur wech ouzhpenn ha Gala) ha daou all gant ar bannoù gouloù. Ar gouloù hag al livioù Ar gouloù Ar gouloù a deu eus kreiz an daolenn, 4 bann gouloù o tont eus ar c'hreiz a sklerijenn an oberenn. Al livioù Al livioù ac'h a deus ar gell teñval betek ar melen sklaer, al livaoueg a implij ivez an holl livioù a zo moiaen ober gant an daou liv-se.
Dielfennañ
Ar mab o en emp lazhañ a zo liammet gant hini ar C'hrist war ar groaz. Gouli ar C'hrist a zo liammet gant ar forc'h ar peizant (en tu dehoù) o en emp sankañ e barzh an douar.
E traon an daolenn e vez gwelet ur vark o vageal war ur mor plaen, simbol an tremen deus ar vuhez betek ar marv e sevennadurioù an henamzer, kreñvaat a ra se mennozh aberzh ar C'hrist.
A-us ar mor a zo ur plac'h o treiñ kein deomp, gant ar plac'h se a zo bet gwelet tout se hep fiñval ar pezh a c'hell lakaat ac'hanomp da soñjal barzh dic'halloudegezh mab-den dirak ar marv, arouezet gant gouli ar C'hrist ha Dali gant e zivrec'h hag e zivc'har astennet.
E-krec'h an daolenn ec'h erru ur stlejerez eus forzh pelec'h ar pezh a c'hell lakaat ac'hanomp da soñjal barzh unan eus temoù an oberenn (Dali en deus laret eo ti-gar Perpignan kreiz ar bed, en ur laret se e stourm evit e sevennadur hag hini Kataloña).
E tu-kleiz an daolenn e vez gwelet ur c'houblad o tougen seier patatez hag un den o parfetiñ; enkorfañ a reont talvoudegezhioù. En tu dehoù e vez enkorfet ar pec'hedoù (ar paotr hag ar plac'h a enkorf al luksur) hag ar c'houzañv (ar plac'h a enkorf ar c'hañv).
Palioù an arzour
Pal pennañ Dali a oa difenn Kataloña en ur laret e oa Perpignan kreiz ar bed pe en ur gomz diouzh driv ar c'hevandirioù en ur laret a oa a-drugarez da Berpignan ma ne oa ket deuet Bro-Spagn da vezañ un enezenn (ma vefe deuet Bro-Spagn da vezañ un enezenn ne vefe ket deus Kataloña).
Keñveriañ gant oberennoù all
kemmañAr mor a weler e traoñ an oberenn. C'hoant en doa Dali da dresañ port Lligat, evel en deus treset e-barzh an darn vrasañ eus e oberennoù. Ar C'hrist a veze alies e-barzh taolennoù Dali : La Cène (1955), Corpus hypercubus(1954), Cœur sacré de Jésus (1962) ha Christ de saint Jean de la Croix (1952).