Tiger Hillarp Persson
Tiger Hillarp Persson a zo bet ganet d'an 28 a viz Here 1970 e Malmö (Sveden).
Mestr Meur eo abaoe 1999.
2 526 edo e renk Elo d'ar 1añ a viz Gouere 2008. 2 568 eo bet e wellañ renk Elo, bet tizhet d'ar 1añ a viz Gouere 2007.
Disoc'hoù en tournamantoù
kemmañ- Trec'h e Gentofte (VISA Nordic Grand Prix), dirak Sune Berg Hansen, Simen Agdestein, Einar Gausel, Helgi Grétarsson, Heikki Westerinen hag all;
- trec'h e York e 1999,
- trec'h e Jerzenez e 2000;
- trec'h e Gwernenez e 2001.
- trec'h e Malmö e 2008 en tournamant Sigeman & Co, gant un disoc'h brav a 7,5 poent.
Disoc'hoù er c'hampionadoù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- E fichenn FIDE (e saozneg);
- Lod ag e bartiennoù (e saozneg).