Er Reter-Kreiz emañ Aden, bevennet gant ar Mor Indian, stok ouzh Arabia.

Timbr hanter-anna 1937
Timbr 1951 o tiskouez Steamer Point hag ur menez-tan

Timbroù India (saoz) zo bet implijet en Aden betek ma 'z eo deuet da vezañ trevadenn ar Rouantelezh Unanet d’ar 1añ a viz Ebrel 1937. N’eus bet merk ebet evit diforc’hañ anezho diouzh re India nemet an niverenn 124 er sielladur implijet er vro hepken.

Ur wech ma oa Aden un drevadenn ez eus bet moulet timbroù gant an titl “Aden” (betek 1964).

Timbr Aden 1939
Timbr Aden 1953

E 1963 ec’h emezel Aden da gKevredad Arabia ar Su. 29 timbr a vo embannet etre 1963 ha 1966 dindan an anv « Federation of South Arabia » (Kevredad Arabia ar Su).

E 1967 eo krouet Republik Demokratel ha Poblel Yemen ar Su (“People’s Democratic Republic of South Yemen”). Betek 1990 e vo embannet timbroù a-leizh, bras o ment, izel an dalvoudegezh alies, dindan an anv “Yemen PDR”.

(Gwelet Timbroù Yemen ar Su)

En e gichen emañ Rouantelezh ar Yemen (“The mutawakelite kingdom of Yemen”), dizalc’h abaoe 1929. E 1963 ez eus roet un dermen d’ar roue hag embannet eo Republik Yemen an Hanternoz (“Yemen Arab Republic”). Timbroù gant al lizhiri YAR a gavomp eta.

(Gwelet Timbroù Yemen an Hanternoz)

Unvanet eo bet div lodenn ar Yemen e 1990. Dibaoe e vez embannet timbroù gant an alc'hwez “Republic of Yemen”.

(Gwelet Timbroù ar Yemen)

Sultaned Hadramaout

kemmañ
 
Arabia ar Su

E 1939 e teu er-maez timbroù nevez en o George VI, Roue ar Rouantelezh Unanet, met sultaned Hadramaout – anezhi ur rannvro bet dindan gwarez Aden abaoe 1880 – a gavas peadra da glemm ha da abegiñ. Evit doujañ ouzh hevelepted ha kizidigezh pennoù bras ar vro ez eus bet embannet gant ar Saozon e 1942 rummadoù timbroù warno penn ar sultaned hag ar menegoù Kathiri State of Seiyun ha Qu'aiti State of Shihr and Mukalla. An holl dimbroù-se a veze mat koulz evit lizhiri kaset en Aden hag en “Aden Protectorate”. An div sultanelezh a yelo d’ober gant Aden Kevredad Arabia ar Su e 1963. Kendalc’het e vo an embann timbroù ganto avat, heuliet gant sultanelezh Mahra a sav e re e 1967-1968.

Hiriv e vez graet gant timbroù Republik ar Yemen.

 
Timbr Stad Kathiri Seiyun, 1942
 
Timbr Quaiti Shihr Mukalla 1942

Alc'hwez war an timbroù :

  • 1942-1953 : Aden - Qu'aiti State of Shihr and Mukalla
  • 1955 – 1963 : Aden - Qu'aiti State in Hadhramaut
  • 1966 : timbroù Seiyun soulgarget “South Arabia”
  • 1966-1968 : Qu'aiti State in Hadhramaut (Kevredad Arabia ar Su)
  • 1942-1964 : Aden - Kathiri State of Seiyun
  • 1966 : timbroù Seiyun soulgarget “South Arabia”
  • 1966-1968 : Kathiri State of Seiyun
  • 1967-1968 : “Mahra” pe “Mahra State South Arabia”


Liammoù diavaez

kemmañ