Timbroù Anjouan
Un enezenn e Kanol ar Mozambik eo Anjouan (“Ndzouani” e komoreg), unan e-kreiz an enezeg Komorez.
E 1866 e kouezh Anjouan dindan gwarezi Bro-C’hall. Un drevadenn c’hall eo adalek 1912, pa ya ar sultanelezh d’an traoñ.
Enezeg Komorez zo dizalc’h diouzh Bro-C’hall e 1975, hag Anjouan ur rann eus ar Republik yaouank (kontrol da Enez Mayotte a chom tiriad tramor ar Stad-C’hall).
E 1997 avat ec’h embann tud inizi Anjouan ha Moheli int dishual diouzh Komorez a-raok kavout un emglev e dibenn 2001 ha krouiñ gant Moheli hag Enez Komorez Veur an Unvaniezh ar Gomorez (“Udzima wa Komori” e komoreg pe “Union des Comores” e galleg).
E 1892 e teu er-maez timbroù boutin ar rummad “Navigation et Commerce” a Vro-C’hall gant ar meneg “Sultanat d’Anjouan”.
E 1912 ez eus lakaet gwerzh ur rummad timbroù soulgarget da vezañ implijet e Madagaskar koulz hag en Enezeg Komorez. Timbroù an Enez Veur a vo degemeret gant ar Postoù warlerc’h.
Adalek 1950 ez eo timbroù Komorez a vez implijet. E 1997 avat e vefe bet embannet timbroù kemedel dindan anv « Etat d’Anjouan ». N’int gwiriaekaet gant Unvaniezh Postoù ar Bed.
Pennad kar
kemmañLiamm
kemmañ- Pennad diwar-benn Timbroù Anjouan e 1997 (e galleg) : mont di