Aunus eo anv finnek ur gêr e Karelia ar Reter, anavezet gant ar Rusianed dre anv Olonets (Олонец).

Timbroù Aunus embannet e 1919

E-pad ar brezel diabarzh a darzh e Rusia goude ar Brezel bed kentañ e kav da c’houarnamant Finland eo erru ar poent stagañ Karelia ar Reter, bro poblet gant finnegerien anezhi, ouzh Stad Finland. Kement-se a vefe respont da c’houlenn ar boblañs hervezañ. Ur bagad 1000 soudard a youl vat, en o fenn Gunnar von Herzen, zo kaset di d’ar 21 a viz Ebrel 1919 gant ar soñj embregañ ar Gareliz er stourmadeg hag aloubiñ ar vro. Ar pal eo bezañ mestr e kerioù Lotinanpelto ha Petrozavodsk, ha derc'hel hent-houarn Mourmansk dindan evezh.

Buan e teu anat n’eus ket a-walc’h a stourmerien e-tal Bolcheviked an Arme Ruz degaset timat war an dachenn hag ez eo klouar tud Karelia evit reiñ skoaz d’o “zieubourien”. Re ziwezhat e oa evit tuta emouestlidi nevez, ha dre forzh kilañ dirak ar Rusianed e tiviz Finlandiz tec’hout kuit d’o bro.

Ur rummad gant 8 timbr zo bet embannet gant ar velestradurezh rannvroel e-pad ar prantad amzer, a-benn dastum arc’hant evit ar soudarded. Timbroù Finland eus 1917 eo (al leon gant ar c’hleze) nemet soulgarget int gant anv "Aunus".

Rouez bras int hiriv ha priziet mat neuze.

Pennad kar

kemmañ