Timbroù Karelia
Div wech e-kerz an XXvet kantved ez eus embannet timbroù dindan an anv Karelia, ur vro a Skandinavia etre Finland ha Rusia : e 1922 da gentañ pa oa ur republik disrannus eus Rusia, hag etre 1941 ha 1944 pa ‘z eo bet aloubet Karelia ar Reter gant arme Finland.
1922
kemmañGoude an taol-dispac’h bolchevik hag ar brezel diabarzh ez eus bet embannet e 1922 pempzek timbr gant Karelia, etre 5 pennia ha 25 markka a zalvoudegezh anezho. Diskouez a reont skeudenn un arzh dindan an anv "KARJALA". Ul liv hepken evit ar re izel o friz ha div liv evit ar re 1 markka pe vuioc’h.
O vezañ m’int bet implijet nemet etre ar 31 a viz Genver hag ar 16 a viz C’hwevrer 1922 eo rouez kenañ bremañ kavout seurt timbroù gant siell ar postoù. Pemp pe dek gwech priz ar re disiell int. Met timbroù faos zo bet moullet ivez siwazh.
1941-44
kemmañPa voe aloubet Reter Karelia gant Finland e 1941 ez eus bet embannet gant ar velestradurezh soudardel timbroù soulgarget ITA- / KARJALA / Sot.hallinto, da lavaret eo "Melestradurezh Soudardel Karelia ar Reter".
An timbr nemetañ bet ijinet zo bet an diwezhañ : un timbr madoberus embannet e 1943, warnañ arouez ar vro (un arz gwenn gant ur c’hleze). Un taos-ouzhpenn a 1.50 markka a veze paeet dre e brenañ evit sikour tud gloazet ar brezel.
Goude ar brezel-bed ez eo distroet Karelia ar Reter en Unvaniezh Soviedel. Implijet zo bet eta timbroù ar Stad-se a-raok ober gant re Rusia.