Timbroù madoberus
Lakaet e vez e gwerzh timbroù-madobererezh, e-pad ur prantad-amzer berr alies – pa faot d’un aotrouniezh dastum arc’hant evit skoazellañ tud en dienez : tud gloazet gant ar brezel, emzivaded, tud skoet gant ur gwallzarvoud… Un dreisttaos zo moullet war an timbroù, e-kichen an talvoud-gwerzh. Ar sammad da baeañ ouzhpenn a weler gant un arouez « + » a c’hell bezañ moullet war-eeun (timbroù ar Groaz-Ruz da skouer) pe dreistmoullet pa c’hoarvez un degouezh skrijus a-daol-trumm (Fréjus e 1959).
E Bro-C'hall e vez moullet timbroù ingal evit mad ar Groaz Ruz abaoe 1952.
- E saozneg : semi-postal stamp
- E galleg : timbre de bienfaisance
- En alamaneg : Zuschlagmarke