Timbroù Bamra
Unan eus Stadoù-priñselezh India e oa Bamra da vare mestroniezh ar vro-se gant ar Rouantelezh-Unanet. Emañ an tiriad e reter an Unvaniezh Indian, e Stad Orissa bremañ.
Gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet e-pad an XIXvet kantved, embannet e oa bet un nebeud timbroù gant Bamra etre 1889 ha 1891 evit bezañ implijet er vro hepken.
Timbroù eeun int, un tamm paper karrezek gant ar meneg BAMRA Postage e saozneg hag en oriyeg. Timbroù gant ur meneg fazius a c'heller kavout, da skouer « Ecudatory » pe “Foundatory” e-lec'h « Feudatory », pe “BAMBA” e-lec’h “BAMRA”.
Timbroù kemedel ("Paper stamps") a oa bet embannet ivez, poltred ar Rajah warno, betek deroù an XXvet kantved.
Liamm diavaez
kemmañ- Pennad diwar-benn timbroù kemedel Bamra (e saozneg)