Timbroù Bermuda
Anvet eo bet Bermuda un enezeg digenvez e hanternoz ar Meurvor atlantel. Didud e oa pa krogas an trevadenniñ gant ar Saozon e 1612. Evit a sell treuzkas al lizhiri etre an enezenn ha peurrest ar bed e ranke kontañ an annezidi war ar bigi mordreizher a zilestre bep an amzer en Sant-Thomas (Inizi Gwerc’h Stadunanat), pe New York ha Halifax. Abaoe 1784 e oa meret ar servij postoù gant ar "Bermuda Gazette" a-raok na vefe lakaet ar giriegezh-se war chouk gouarnamant ar vro. Adalek 1859 e voe anvet e kêr Saint George’s ur « Mestr ar postoù » (« Postmaster ») evit a sell postoù an drevadenn.
An timbroù kentañ a voe embannet gant ar penn-rener William B. Perot, diazezet e kêr Hamilton, e 1848. Simpl-tre e oant : ar gerioù HAMILTON BERMUDA en ur c’helc’h, gant ar bloaz ha sinadur an Ao. Perot er c’hreiz. Rouez-kenañ int evel-just ha klask gant aked gant dastumerien ar bed. Un timbr heñvel (ur gurunenn en ur c’helc’h) a voe lakaet er-maez e 1860 e Saint-George’s gant ar Mestr James H. Thies.
An timbroù boutin kentañ a voe embannet e 1865 avat : ur rummad a dri dimbr (1d, 6d, hag 1sh) o kinnig poltred a-skerb ar rouanez Victoria. Eilet e voe gant timbroù heñvel gant un talvoud-gwerzh all (2 d ha 3 d) e 1866 hag e 1873. Goude marv Victoria e 1901 ne voe ket embannet an disterañ timbr gant poltred ar roue nevez (Edouarzh VII) evel kustum er Rouantelezh-Unanet hag en he zrevadennoù. E 1902 e voe dibabet moullañ un timbr boutin gant poull-sec’h porzh an enezenn. Adembannet e voe e 1904 ha 1906.
E 1910 e teuas er-maez ur rummad timbroù boutin warno tresadenn ur garavelenn (skeudenn arouez an drevadenn) ha poltred ar roue nevez George V. O vezañ brasoc’h o vent ha koustusoc’h (en tu all da 2 shiling) ne oant ket ar re implijetañ neuze.
300vet deiz-ha-bloaz donedigezh ar Saozon a voe pennabeg embann ur rummad timbroù-lid e 1920. Adkavet e voe warno tresadenn ar garavelenn mui poltred George V gant ar gerioù BERMUDA COMMEMORATION STAMP en nec’h ha TERCENTENARY OF ESTABLISHMENT OF REPRESENTATIVE INSTITUTIONS en traoñ.
Un eil rummad a voe savet e 1921 evit lidañ an hevelep darvoud, o tiskouez poltred George V er c’hreiz hag arouezioù a bep seurt er pevar c’horn.
E 1936, ha diwezhatoc’h c’hoazh e 1938, e voe moullet timbroù o kinnig brav gweledva an enezenn, gant poltred ar roue George V pe Edouarzh VI er c’horn.E 1949 e voe dalc’het soñj eus 100vet deiz-ha-bloaz timbroù-post “Perot” dre embann un timbr-lidañ.
Deuet e oa Bermuda da vezañ unan eus ar 14 tiriad tramor eus Breizh-Veur, termenet gant ul lezenn e 2002 (« British Overseas Territories Act »). Nac’het e oa bet an dizalc’hidigezh diouzh Breizh-Veur e 1995. Kontrol d’ar pezh a c’hoarvezas en enezennoù bihan an Antilhez pe Okeania e chomas fur melestradurezh Bermuda dre embann un nebeut timbroù pep bloaz. Kalzig anezho a zo gouestlet da izili familh Elesbed II.
Levrlennadur
kemmañ- Groten, Arthur H. ha David R. Pitts. Bermuda, Crossroads of the Atlantic: A Postal History. Bellefonte, PA.: American Philatelic Society, 2017 ISBN 9780933580824 150p.
- Holmes, Henry Robert. The Postage Stamps of Bermuda: With chapters on the postal stationery. London: H. F. Johnson, 1932 93p.
- Ludington, M. H. The Postal History and Stamps of Bermuda. Lawrence, Mass.: Quarterman Publications, 1978 432p. This is a revision of the author's Bermuda: the Post Office, postal markings, and adhesive stamps, published in 1962 by Robson Lowe, and of its Supplement (1968), with additional new material.
- Poole, B. W. H. The Postage Stamps of Bermuda. London: D. Field, 1911 39p. Series Title: "W.E.P." Series of Philatelic Handbooks; no. 7.