Timbroù Diego-Suárez
Anvet e oa Diego-Suárez ur gêriadenn eus hanternoz enezenn vMadagaskar, e rannvro Antsiranana. Trevadenn ar Frañs e oa e dibenn an XIXvet kantved a-raok na vefe dindan kiriegezh melestradurezh an Enez Vras e 1896. Adanvet eo bet Antsiranana e 1975.
Timbroù evit Diego-Suárez zo bet embannet etre 1890 ha 1893.
- 1890 : timbroù an trevadennoù gall dreistmoullet gant ar sifroù « 15 » a-dreuz, hag ur rummad savet hervez teknik al lithografiezh, o kinnig poltredoù (allegorioù). Rouez-kenañ ha kêr meurbet eo ar rummad-mañ hiriv.
- 1891 : timbroù an trevadennoù dreistmoullet « 1891 – Diego-Suarez – 5 c ».
- 1892 ha 1893 : rummad « Commerce et Navigation ».
50 timbr-post mui 13 timbr-taos zo bet embannet e-pad ar pevar bloaz-se.