Timbroù Dubai
Dubai zo unan eus stadoù an Emirelezhioù Arab Unanet war vord Pleg-mor Persia.
Er bloaz 1892 voe sinet ur feur-emglev etre Breizh-Veur hag emired ar broioù anvet Stadoù an Arsav-brezel (Trucial States e saozneg) hag a fizias servij ar postoù e melestradurezh ar Rouantelezh Unanet. Ne oa ket ar Stadoù izili eus Unvaniezh Postoù ar Bed. Gouarnamant India a zigoras e vurev-post kentañ e Dubai e 1941 ha betek 1947 e veze implijet timbroù India saoz, kachedet e oant gant ar gerioù Dubai Persian Gulf (Dubai Pleg-mor Persia). Pa voe dieub India e 1948 e krogas Ofis Postoù Bro-Saoz da aozañ an dasparzh lizhiri etre an emirelezhioù hag ar peurrest eus ar bed. Timbroù Breizh-Veur gant talvoudoù-gwerzh e rupiah a veze implijet.
Ar Saozon a gollas tamm ha tamm o levezon er rannvro, ha serret e voe burevioù-post saoz en Arabia pa voe digoret raktal re melestradurezh an emirelezhioù (miz Even 1963).
E 1963 e voe lakaet er-maez timbroù dindan anv Dubai, warno poltred ar Sheikh Rashid bin SaId, emir Dubai. 118 timbr boutin ha 90 timbr evit ar postoù dre-nij a voe embannet gant an emirelezh, pezh zo nebeut a-walc’h pa seller ouzh an niver produet en emirelezhioù all (Ajman, Sharjah…).
Ma kaver amañ evel er broioù tost kalzig timbroù moullet evit an dastumerien (taolennoù Goya, Murillo, Rubens, loened, C’hoarioù Olimpek Mec’hiko, Tokyo…), e voe embannet timbroù « siriusoc’h » an danvez anezho : stourm a-enep an naonegezh pe gleñved ar paludoù, araokadennoù an deskadurezh, kantved deiz-ha-bloaz ar Groaz-Ruz, emvod-meur etre pennoù-bras ar rannvro... Ne oa ket dibaot gwelet poltred ar priñs war an timbroù.
Paouezet e voe gant emrenerezh postel Dubai ha hini an emirelezhioù all evelkent e 1973, pa voe krouet Stad an Emirelezhioù Arab Unanet.