Timbroù Ginea-Nevez ar C'hornaoueg
Emañ enez Ginea-Nevez en norzh da Aostralia, etre Mor Bismarck ha Mor Arafura. Rannet eo bet e teir lodenn (Ginea-Nevez ar C’hornaoueg, Ginea-Nevez ar Biz hag ar Gevred) gant trevadennerien Europa (Alamagn, Breizh-Veur hag an Izelvroioù) e fin an XIXvet kantved.
Ginea-Nevez ar C’hornaoueg a zo bet dindan dalc’h an Izelvroioù adal 1898, o vezañ ur rannvro eus Indez Nederlandat ar Reter. Pa voe asantet gant gouarnamant Den Haag dizalc'hiezh an drevadenn e 1949 - a zeuas da vezañ Indonezia - e kendalc’has Ginea-Nevez ar C’hornaoueg da vezañ meret gant an Izelvroioù.
Melestradurezh an Izelvroioù
kemmañE 1950 e voe embannet un timbr warn-ugent evit an tiriad nevez-se en ur implij timbroù boutin an Izelvroioù gant an alc’hwez NIEUW GUINEA.
Heuliet e vo ar rummad-se gant unan gouestlet d’an evned e 1954, gant ar meneg "NEDERLANDS NIEUW GUINEA" ar wech-mañ. Un heuliad 8 timbr boutin gant poltred ar rouanez Juliana a voe embannet nebeut goude.
Timbroù madoberus a ya d’ober an darn vrasañ eus an embannadurioù etre 1955 ha 1959 : evit sikour ar Groaz Ruz e 1955 ha 1958, ar stourm a-enep al lorgnez hag evit ar vugale e 1957, sikour sokial evit annezidi an enezenn e 1959….
Melestradurezh ar Broadoù Unanet
kemmañDa-heul Emglev New York e voe fiziet dazont Ginea-Nevez ar C’hornaoueg en Aozadur ar Broadoù Unanet e miz Eost 1962. Dreistmoullet e voe 19 timbr kozh gant UNTEA da lavaret eo United Nations Temporary Executive Authority (Aotrouniezh-seveniñ berrbad ar Broadoù Unanet).
Melestradurezh Indonezia
kemmañNe badas ket pell kefridi an A.B.U. rak d’ar 1añ a viz Mae 1963 e tileze e garg evit fiziañ e gouarnamant Jakarta ar giriegezh da verañ Ginea Nevez ar C’hornaoueg … hep goulenn digant an annezidi ha mat e oa dezho pe get.
E 1964 e voe embannet un toullad timbroù gant ar meneg IRIAN BARAT dreistmoullet, anv nevez (betek 1969) an tiriad a zeuas da vezañ ur proviñs eus Indonezia. REPUBLIK INDONESIA hag IRIAN BARAT (gant lizherennoù bihanoc’h) a lenner c’hoazh war an timbroù embannet e 1968 gant Postoù Indonezia, met pa voe enframmet penn-da-benn an tiriad er republik e 1970, n’eus mui kaoz eus timbroù savet a-ratozh evit e boblañs.