Timbroù Griqualand

Un tiriad dizalc’h e Suafrika e oa Griqualand en XIXvet kantved, betek ar bloaz 1873 pa zeuas da vezañ trevadenn ar Rouantelezh Unanet. An timbr glas 4 penny embannet e Kab ar Spi Mat e 1864 e voe an hini kentañ implijet e Griqualand (ar C'hornôg) adalek 1874, hep na vefe merket warnañ anv an drevadenn. Dreistmoullet e oa bet an timbroù gant Ofisour ar Postoù dre skrivañ 1 d gant an dorn.

Timbr 1874 Timbr-taos
Timbr 1874 Griqualand ar C’hornôg Dreistmoullet gant an dorn

Timbroù a-ratozh evit Griqualand a voe embannet e miz Meurzh 1877 : timbroù Kab ar Spi Mat atav, moullet warno al lizherennoù G. W. pe G. Stummoù a bep seurt (bras, bihanoc’h, stouet…) a gaver war an timbroù-se.

E 1880 e voe staget Griqualand ar C'hornôg ouzh Trevadenn ar C'hab.

  • ██ Griqualand ar C’hornôg
  • Levrlennadur

    kemmañ
    • Goldblatt, Robert. Postmarks of the Cape of Good Hope: the postal history and markings of the Cape of Good Hope and Griqualand West 1792-1910. Cape Town: Reijger Publishers (Pty) Ltd., 1984 (ISBN 0620070986) 267p. and 1988 supplement (47 p.)
    • Holmes, H.R. The postage stamps of Griqualand West. London: Royal Philatelic Society London, 1963 (13 p.)

    Pennadoù kar

    kemmañ