Timbroù Indez-Sina c'hall
{{Indez-Sina c'hall]] zo un tiriad er Reter-Pellañ, dindan dalc'h ar Stad c'hall abaoe 1858 evit ul lodenn anezhi. Etre 1887 ha 1954 e voe bodet broioù disheñvel o statud politikel : trevadenn Kochin-Sina, bro-warezet Tonkin hag Annam, bro-warezet Kambodja, bro-warezet Laos, ha tiriad Kouang-Tcheou-Wan, feurmet gant Sina e-pad 99 vloaz.
A-raok 1889 e veze implijet timbroù a-ratozh-kaer e pep bro, timbroù ar rummad « Commerce » (Kenwerzh) dreistmoullet gant pennlizherennoù CCH (e Kochin-Sina) pe A & T (en Annam ha Tonkin).
An hevelep rummad a voe implijet e 1889 en Indez-Sina, dreistmoullet gant « INDO-CHINE 1889 5 R-D ».
Peadra zo da vezañ souezhet pa lenner « R ha D », a oa pennlizherennoù anv an ao. Richard, anezhañ gouarnour Indez-Sina, hag an ao. Demars, rener postoù Saigon. War-dro 20 timbr eus ar rummad Navigation et Commerce (1892) a voe lakaet er-maez, adembannet e 1900, ha da heul ur rummad nac'het gant postoù Frañs (rummad « Grasset ») gant ar meneg « INDO-CHINE FRANCAISE » e 1904.
Buan e voe embannet timbroù skeudennaouet kaeroc'h, gant poltredoù maouezed eus pep bro, ha diwezhatoc'h ar savadurioù istorel (Templ Angkor da skouer). Advoullet e oa bet timbroù-se goude ar Brezel-Bed kentañ pa voe kemmet ar moneiz : « cent » ha « piastr » e-lec'h « centime » ha « franc ».
Goude 1927 ne voe mui skrivet « INDO-CHINE » met « INDOCHINE ».
Adalek ar bloavezhioù 1930 hag en amzer renad Vichy e voe enoret kalzik tudennoù gall o doa bet ur roll e trevadenniñ Indez-Sina (Auguste Pavie, Amédée Courbet, Alexandr Yersin, hag all) ha penntierned hengounel ar broioù dindan dalc'h ar C'hallaoued ivez : Bảo Đại en Assam, Norodom Sihanouk e Kambodja, Sisavang Vong, roue Laos.
Kalzik timbroù embannet e 1940 a voe dreistmoullet goude ar brezel gant ar Viet Minh.
Gant ar brezel a darzhas e 1946 evit dieubiñ ar pobloù trevadennet el ledenez e voe lakaet un termen d'an embann timbroù INDEZ-SINA e miz Even 1949 da vat (rummad timbroù-post dre nij).
Dizalc'h e voe Laos ha Kambodja e 1953.
Etre 1951 ha 1954 e voe embannet timbroù gant Impalaeriezh Viêt-Nam, renet gant Bảo Đại, tra ma kendalc'he ar brezel etre broadelourien Viet-Nam hag an arme c'hall. Lenn a reer war an timbroù : VIÊT-NAM BƯU CHÍNH ( = timbradur).
E fin ar brezel (feurioù-emglev Geneva e miz Gouere 1954) e voe rannet Viêt-Nam e daou. Republik Demokratel Viêt-Nam an Hanternoz a voe savet gant emsaverien Hô Chi Minh. Embannet e voe timbroù gant ar meneg VIÊT-NAM DAN-CHU CONG-HOA. An dud enebet ouzh ar gomunourien a savas Viêt-Nam ar Su : VIÊT-NAM CONG HOA. Adunvanet eo bet ar vro e 1975.