Timbroù Jhind
Emañ Stad Jhind e Hanternoz India, e rannvro ar Panjab bremañ.
An timbroù kentañ zo moulet etre 1874 ha 1888, hep na vefe meneget anv ar Stad. Gwerzhet int evit postañ lizhiri er vro hepken.
Etre 1884 ha 1887 ez eus sinet un emglev etre melestradurezh kreiz India (dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet) ha Stadoù bihan Jhind, Chamba, Faridkot, Gwalior, Nabha ha Patiala hag a aotren servijoù-post ar priñselezhioù da soulgargañ gant anv ar Stad timbroù an India saoz. Lesanvet eo “Convention India States” ar stadoù-se, pa reer “Feudatory States” (“Stadoù dalc’hel”) eus ar re all. An timbroù a veze implijet evit lizhiri kaset da unnan bennak er Stad, pe er peurrest eus tiriad India.
Liesseurt eo ar soulgargoù a ro da anaout anv ar vro : “JEEND STATE” (1885), pe “JHIND STATE” (1886 betek 1913), pe “JIND STATE (adal 1914). E 1942-43 ez eo embannet ar rummad timbroù diwezhañ dindan anv Jhind.