Timbroù Kionga
Tric'hornad Kionga a oa un tiriad bihan war an harzoù etre Afrika ar Reter alaman (Tanzania hiziv an deiz ) ha trevadenn portugalat Mozambik (Republik Mozambik hiziv an deiz ), portugalat da gentañ, met aloubet gant an armeoù alaman e 1894 hag aloubet en-dro gant Portugal e 1916.
Kionga a voe an tiriad alaman nemetañ roet da bPortugal gant Feur-emglev Versailhez goude ar Brezel-bed kentañ.
D'an 29 a viz Mae 1916 e voe dreistmoullet KIONGA gant un ankr liv ruz war timbroù-post 100 reis eus Lourenço Marques ha cheñchet war un dro an talvoud-gwerzh : ½c, 1c, 2 1⁄2c ha 5c. An timbroù nemeto embannet evit Kionga eo bet. An darn vrasañ eus ar stok timbroù a vanke gom war o c'heiñ, kêr-ruz eo an nebeut re anavezet gant ar gom orin eta.