Timbroù Kompagnunezh Vreizh-Veur evit Su-Afrika

Kompagnunezh Breizh-Veur evit Suafrika ((en) British South Africa Company, BSAC) zo bet krouet gant Cecil Rhodes evit kas war-raok ur politikerezh trevadenniñ ha touzerezh e Su Afrika ar C'hreiz, gant asant ar Rouantelezh-Unanet. An embregerezh prevez en deus meret ar vro betek 1909, pa droas ez-ofisiel e statud da drevadenn ar Rouantelezh-Unanet dindan an anv a Rhodesia. E 1924 e voe rannet ar vro etre daou damm : Rhodesia an Norzh (a voe adanvet Zambia diwezhatoc’h) ha Rhodesia ar Su, a anavezomp dindan anv Zimbabwe hiziv.

  • 1890-1891 : timbroù gant ardamezioù ar vro
  • 1896 : timbroù Kab ar Spi Mat, soulgarget « British South Africa Company »
  • 1898 : rummad timbroù gant an ardamezioù kemmet
  • 1905 : rummad timbroù evit lidañ ar pont a-us ar Zambeze o kinnig lammoù-dour Victoria
Timbr 1897

Timbroù gant ar meneg Rhodesia a voe implijet goude 1909.

Pennad kar

kemmañ