Timbroù Kongo Frañs

Anvet eo bet Kongo Frañs an drevadenn c'hall diazezet war ar rannvro a vod hiriv an deiz Republik Kongo, Gabon ha Republik Kreizafrika. Gant ar feur-emglevioù a voe sinet d’an 10 a viz Gwengolo ha d’an 3e a viz Here 1880 etre Pierre Savorgnan de Brazza, en anv Republik Bro-C’hall, hag ar roue Illoy Loubath Imoumba Iañ, en anv ar bobl Teke e teue ar pobloù afrikan da vezañ gwarezet ez-ofisiel gant ar C’hallaoued.

Maouez Bakalai Timbr ar bloaz 1900

E 1886 e voe krouet trevadenn Gabon. Kendeuzet e voe, e 1888, gant hini Kongo dindan an anv Gabon-Kongo ha Kongo-Frañs e 1898.

E 1904, dre an dekred embannet d'an 29 a viz Kerzu 1903, e teuas Gabon da vezañ un drevadenn dibar adarre, ar peurrest eus Kongo Frañs a savas an div drevadenn Kongo Grenn (Moyen Congo), Oubangui-Chari ha tiriad milourel Tchad.

Loupard Timbr 1900

E 1910 e voe enframmet trevadennoù Gabon ha Kongo en Afrika ar C'heheder C'hall.

Dreistmoullet e voe timbroù Trevadennoù Frans e 1891 gant Congo français 5 c., ul lodenn anezho gant ur fazi : COngo Français. E 1892 e voe lakaet e gwerzh ar rummad Navigation et Commerce gant an enskrivadur “CONGO FRANCAIS”.

Heuliet eo bet gant ur rummad skeudennaouet e 1900 o kinnig ul loupard, ur vaouez Bakalai ha “Bali ar gwez-koko e Libreville”, moullet gant daou liv bep tro. Adimplijet e voe patrom an timbroù gant ar meneg MOYEN CONGO e 1907.

Heverk eo roudoù-dour an timbroù skeudennaouet er bloaz 1900 : brankoù plant int gant askol evit an talvoudoù-gwerzh izel (betek 15c), bod-roz evit an talvoudoù-gwerzh betek 75c, hag ur brank olivez evit ar re 1 lur, 2 lur ha 5 lur.

War-dro 47 timbr a voe embannet dindan anv 'Congo Français' etre 1891 ha 1900. Erlec'hiet int bet gant re Gabon ha re Kongo Grenn e 1904.

Pennadoù kar

kemmañ