E 1963 e tilezas melestradurezh Postoù Breizh-Veur he c'hefridi e Stadoù an Arsav-brezel (saozneg : Trucial States) e reter Arabia.

Un embreger timbrawouriezh amerikan, Finbar Kenny e anv, a gavas aze un digarez evit moullañ un toullad timbroù, gant ar soñj gwerzhañ anezho da zastumerien timbroù er bed-holl. E 1964 e sinas un emglev gant gouarnamant diarc'hant Ajman evit ober en e lec'h war-dro ar produiñ timbroù en e anv. Un eil emglev a voe sinet gant Emirelezh Fujairah e 1964.

Ur peroked (Psittacula derbiana) war un timbr eus Manama

Adalek 1966 e voe embannet kalzik rummadoù timbroù gant ar meneg "MANAMA Dependency of Ajman", Manama (arabeg : المنامة) anezhañ un oaziz en emirelezh Ajman, e reter kêr Ajman (arabat eo droukveskañ anezhi gant kêr-benn Bahrein).

Blok 1972

Liesliv eo an timbroù, evit plijout d'ar re yaouankañ moarvat. Divalav a-walc'h eo an tresadennoù avat, ha pell-pell diouzh buhez hag istor an annezidi : taolennoù arzoù-kaer gant livourien Europa (Brueghel, Auguste Renoir, Michelangelo...), gant skeudennoù maouezed en noazh a-wechoù, buhez Napoleon, programmoù Apollo ha Soyouz en egor, c'hoarierien mell-droad brudet, Charles de Gaulle...

Seurt timbroù n'o deus talvoudegezh ebet e gwirionez. Kavet e vezent er boestoù-fourmaj evit netra er bloavezhioù 1970, ha daoust dezho da vezañ renablet gant katalogoù timbroù Yvert et Tellier da skouer, n'int ket bet implijet er vro.

Lesanvet e vezont "erinoù" (Dunes e saozneg), diwar al lec'h m'int bet savet. War-dro 200 timbr a voe embannet etre 1966 ha 1972

Paouez a reas timbroù Ajman ha Manama e 1972.

Pennadoù kar

kemmañ