Timbroù Manchukuo
Manchukuo (e japaneg “Stad Manchu”) eo anv ar rannvro eus biz Sina a voe aloubet gant armeoù Japan e 1931. Lakaet e voe e penn ar Stad Puyi, anezhañ impalaer diwezhañ Sina, hag ur gouarnamant dic’hallus lakaet da sentiñ ouzh urzhioù Tokyo. Dismantret e voe ar Manchukuo hag adstaget ar rannvro ouzh Sina en-dro pa voe kollet ar brezel gant Japan e 1945.
D’ar 26 a viz Gouere 1932 e voe embannet an timbroù kentañ : skeudenn pagodenn Liaoyang ha poltred an “impalaer” Puyi, warno un alc’hwez e sinaeg a dalv “Melestradurezh Postoù Stad Manchou”.
E 1934 e voe embannet un timbr nevez gant an titl "Melestradurezh postel Impalaeriezh Manchouria". Ur patrom a ziskoueze un orkideenn a zeuas war wel e 1935, hag unan all a ziskoueze ar “Menezioù Gwenn Sakr” e 1936.
Er bloavezh 1936 e voe gwelet ivez un heuliad timbroù boutin nevez o kinnig skeudennoù liesseurt gant skoed an orkide. Etre 1937 ha 1945 e voe embannet timbroù-lidañ a bep seurt gant ar gouarnamant : deiz-ha-bloaz ar Stad, lezennoù nevez embannet, ha dreist-holl evit enoriñ Japan : 2 600vet deiz-ha-bloaz Impalaeriezh Japan e 1940, deiz-ha-bloaz deroù ar brezel, ...
Timbr diwezhañ ar Manchukuo a zeuas er-maez d'an 2 a viz Mae 1945, evit lidañ 10vet deiz-ha-bloaz ur skrid-embann. Goude diskar ar gouarnamant e voe dreistmoullet "Republik Sina" e sinaeg gant servij ar postoù nevez, rak an darn vrasañ eus ar stokoù timbroù a chome. N'eo bet implijet an timbroù-se dreist-moullet nemet e-pad ur prantad berr-tre eus fin 1945 betek 1947. Adalek ar bloaz tremenet-se e oa bet aozet hag unanet melestradurezh ar postoù gant ar Post Pobl (meret gant ar gomunourien sinaat) e biz Sina hag a oa bet Manchoukuo.
Ouzhpenn-se, melestradurezh post Port Arthur ha Dairen a zreistmoullas kalz timbroù-post Manchoukuo etre 1946 ha 1949.