Emañ Niger e kornôg Afrika. Ur vro baour eo, poblet gant 28 million a dud ; 80% eus ar vro zo goloet gant dezerzh ar Sahara.

Aloubet e voe gant armeoù Frañs e 1890. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus an drevadenn Senegal-Uhel ha Niger betek 1920, a-raok bezañ un drevadenn distag e 1922.

An timbroù kentañ implijet en drevadenn nevez a oa timbroù Senegal-Uhel ha Niger dreistmoullet gant TERRITOIRE DU NIGER e 1921. Arabat kemmeskañ timbroù an tiriad gall gant re Niger Coast Protectorate, a oa ur vro warezet gant ar Rouantelezh-Unanet a yeas da vezañ Nigeria.

Adalek 1926 e voe embannet ur rummad timbroù gant NIGER en un doare splann hag AFRIQUE OCCIDENTALE FRANÇAISE e lizherennoù bihanoc'h. Skeudennouet e oa ur puñs, kreñvlec’h Zinder ha bigi bihan war ar stêr Niger. An timbroù orin nemeto bet moullet evit bezañ implijet e Niger ez int. Estregeto e kaver timbroù ar rummadoù boutin en impalaeriezh c’hall : Diskouezadeg an trevadennoù e Pariz (1931), deiz-ha-bloaz marv Roger Caillé ha 150vet deiz-ha-bloaz an Dispac'h Gall (1939)… E 1941 e voe advoullet, gant ur framm disheñvel un tamm, timbr ar bloaz 1926 o kinnig kreñvlec’h Zinder, gant poltred Pétain er c’horn dehou.

Adalek 1944 betek 1959

kemmañ
 
Timbr Afrika ar C’hornaoueg (1947)

E-pad ar bloavezhioù-se e implijas Niger timbroù Afrika ar C'hornaoueg C'hall.

Republik Niger

kemmañ

Tapet e voe statud ur “Republik emren” gant Niger e 1959, a-raok ma voe dizalc’h da vat ez-ofisiel d’an 3 aviz Eost 1960. Lenn a reer REPUBLIQUE DU NIGER war ar rummad kentañ bet embannet e 1959, gouestlet anezhañ da zifenn al loened.

Betek ar bloavezhioù 1970 e voe embannet timbroù engravet, troet an danvez anezho war sevenadur Afrika (pezhioù artizanel, mirdi ar gwiskamantoù hengounel, abadennoù sport e Senegal…) ha politikerezh diorren ar vro (rummad Promotion humaine, koulzad a-enep krign-bev ar chatal…).

E kreiz ar bloavezhioù 1970 avat e voe gwelet muioc’h mui a dimbroù a vent vras, savet evit plijout d'an dastumerien timbroù gant temoù etrebroadel.

N’eus ket bet embannet timbroù boutin marc'hadmat evit ar postoù diabarzh.

Un toullad timbroù faos dindan anv Niger zo bet lakaet e gwerzh.

Liamm diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ