Timbroù Nowanuggur
Emañ an Nowanuggur en India, e Stad Gujarat, war vord Mor Oman, bevennet gant bro Wadhwan er Reter ha gant priñselezh Suruth er Su.
Embannet ez eus bet un nebeud timbroù (8 en holl) gant melestradurezh ar Stad-priñselezh etre 1877 ha 1893. Ar rummad diwezhañ (1893) a ginnig ardamezioù ar vro. E 1895 int bet lakaet holl er-maez ar werzh.
Timbroù an India saoz a vez implijet eno adalek ar bloaz-se, timbroù Republik India bremañ.