Timbroù Perak
Dont a reas Sultanelezh Perak da vezañ gwarezet gant Breizh-Veur e 1874, evel peurrest Stadoù bihan Malaysia. E 1874–78 e voe implijet timbroù Trevadennoù ar Strizh-mor (Straits Settlements e saozneg), betek ma voe embannet timbroù kentañ ar Sultanelezh e 1878 a oa timbroù Straits Settlements dreistmoullet gant skeudenn al loar, ur steredenn hag al lizherenn "P" e-barzh un ovalenn.
E 1880-1891 e voe moullet “Perak” war timbroù Trevadennoù ar Strizh-mor. E 1892 e voe embannet timbroù gant skeudenn un tigr o lammat, da-heul timbroù gant skeudenn penn un tigr pe olifanted e 1895-1899. Poltred ar Sultan a weler war ar re moullet warlerc'h.
Etre 1900 ha 1935 e voe implijet timbroù Stadoù Kevreet Malaysia.
Abaoe 1948 eo heñvel an timbroù ouzh re Stadoù all Malaysia.