Timbroù Thurn ha Taksis
Thurn ha Taksi n’eo nag anv ur Stad, na hini ur rannvro, met anv ur familh tudjentil a orin italian hag he deus lakaet war-sav ur servij postoù en Impalaeriezh Roman Santel adalek ar XVvet kantved. Un nebeud timbroù (52 damm) a voe moullet gant ar gompagnunezh o doa savet e 1851-52, evit Stadoù Alamagn an Hanternoz ha Stadoù ar Su.
E kreiz an XIIvet kantved emañ an tiegezh Tasso - un anv-familh a dalv “Broc’h” en italianeg - o vevañ e Bergamo (Lombardia). Treiñ a ray an anv-familh da “Tassis” pe “Taxis” diwezhatoc’h (Dachs a dalv broc’h en alamaneg). Gant Ruggiano de Tassis e oa krog ar servij eskemm-lizhiri en Italia.
D’an 11 a viz Kerzu 1489 e voe anvet Jeannetto de Tassis da vMestr Bras ar Servijoù Post, en Innsbruck.
E 1497, dindan aotrouniezh Masimilian Habsburg, anezhañ penn-bras an Impalaeriezh santel roman german, Franz von Taxis a savas ur servij post evit al lizhiri ofisiel.
D’an 12 a viz Du 1516 e oa bet savet ur rouedad servijoù post, diazezet e Brusel, hag a roe an tu da gas lizhiri ingal da Roma, Naplez, Bro-Spagn, Alamagn ha Bro-C’hall.
E 1624 e voe anvet Kont (“Grafen” en alamaneg). E 1650 e cheñchas an anv-familh c’hoazh : Thurn (Tour) ha Taxis. E 1695 e resevas ar familh an titl a zug digant an Impalaer Santel Roman Leopold Iañ.
Diazezet e oa ar servij postoù war ur rouedad ostalerioù gant kezeg a gase al lizhiri a gêr vras da gêr vras, ar buanañ ar gwellañ. Ne oa ket bet eus ur seurt sistem en Europa abaoe amzer ar Romaned. Dre ma oa krog an istor e kêr Kocs eo deuet ar ger coach e saozneg pe coche e galleg (‘’karr-boutin’’) da vezañ ur ger boutin e genoù an dud.
An unwerzhouriezh war ar postoù a voe kollet gant an tiegezh Thurn ha Taksi pa voe krouet gant Napoleone Buonaparte Kengevread ar Roen e 1806. Derc’hel a reas da vont en-dro koulskoude, met rediet e voe da werzhañ he gwirioù pa voe krouet Kengevread Hanternoz Alamagn gant Prusia e 1867.