Aloubet e voe an Tibet gant armeoù Bro-Saoz etre 1904 ha 1908, ha kreñv e chomo levezon an impalaeriezh saoz er vro betek 1911. Gant ur Feur-emglev sinet d’ar 7 a viz Gwengolo 1904 etre ar Rouantelezh-Unanet ha Tibet (e saozneg « Convention between Great Britain and Tibet ») ez eo aotret servij-postoù ar Raj breizhveuriat da vont en-dro e Tibet. Timbroù trevadenn saoz an India a voe graet gante neuze. Burevioù-post a voe digoret e Gartok, er C’hornôg, hag e Gyantse, Pharijong ha Yatung, dres war an hent etre India ha Lhasa.

Timbroù Sina 1911
Timbr 1913

Met tamm ha tamm e kresk levezon Sina e Bro-dTibet : e 1909 e teu soudarded Bro ar C’hreiz e-barzh Tibet, tra ma ya kuit an Dalai Lama en harlu en India.

E-pad daou vloaz e ya en-dro pemp burev-post sinaeg e Tibet Kreiz hag unan e Chambo (Tibet ar Reter) e 1913-1914. E penn kentañ e vez implijet timbroù-post Impalaerizh Sina, nemet e 1911 e lakaer e gwerzh ur rummad a unnek timbr sinaeg (1898) dreistmoulet e tibeteg, saozneg ha sinaeg evit un implij e Bro-dTibet.

Ar bloaz-se end-eeun eo e paouez renad an tierniezh Qing e Sina o vezañ eo embannet ar Republik d’ar 1añ a viz Genver 1912 gant Sun Yat-sen. Aet kuit lu Sina e tistro an Dalai Lama da Lhasa ha buan (d’ar 14 a C’hwevrer 1913) ec’h embann eo dizalc’h Tibet diouzh Sina, hag eo hennezh penn-meur ar vro. Ne vo ket klevet avat na gant broadoù Europa (Bro-Saoz, Bro-C’hall…), na gant Rusia pe ar Stadoù-Unanet.

Timbroù kentañ an Tibet « dizalc’h » a zo embannet e 1913. Timbroù eeun int ha kinnig a reont brepred tresadenn leon an erc’h, aouerez broadel an Dibetiz.

Timbr 1934

Divyezhek eo alc’hwez an eil rummad embannet e 1933 : gerioù e tibeteg (« Gouarnamant Tibet ») hag e saozneg (« Tibet » hep mui ken), war dammoù paper moan hag a stumm garrezek.

E 1951 eo bet lakaet Tibet e-barzh Republik Pobl Sina, n’eus mui kaoz eus timbroù ispisial evit ar vro-mañ.

Gant tud dizonest ez eus bet lakaet e gwerzh timbroù faos heñvel ouzh re an Tibet evit touellañ an dastumerien.

Anv zo eus timbroù-faltazi bet savet e 1974, warno penn Tenzin Gyatso, 14vet dalaï-lama, e-kichen kartenn ar vro, palez ar Potala, ar banniel broadel… Klasket ez eus bet gant an oberenn-mañ brudañ stourm an dTibetiz ha dastum arc’hant evitañ.


Timbr Republik Pobl Sina 1952 - Palez Potala e Lhasa

Liammoù diavaez kemmañ


Pennadoù kar kemmañ