Emañ porzh Wenden e Republik Latvia, war vord ar Mor Baltek. Cēsis eo e anv bremañ. Brudet eo ar geoded o vezañ ma 'z eus c’hoarvezet eno un emgann taer e miz Even 1919, da vare ar brezel evit dieubidigezh ar broioù balt, etre Alamaned, Latviz hag Estoniz.

Timbr Wenden 1875
Timbr Wenden 1901

Emren e oa postoù ar geoded, ha timbroù zo bet embannet eno adalek 1862 ha betek an 23 a viz Meurzh 1901, pa voe serret melestradurezh lec’hel ar postoù. Timbroù Rusia a veze implijet etre 1901 ha 1918, ar bloaz ma voe dizalc'h ar vro ; e 1940 e voe e dalc'h URSS, ha dizalc'h en-dro adal 1990.

Gwelout ivez

kemmañ