Timbroù an Inizi Åland
Un enezeg eo inizi Åland (skrivet Aaland a-wechoù), enni ur 6 500 enezenn bennak e genoù pleg-mor Botnia etre Finland ha Sveden ha poblet gant svedegerien.
Statud ur proviñs emren zo gant inizi Åland e Finland.
An timbroù kentañ zo bet embannet e 1984 gant melestradurezh Finland evit an enezeg.
E 1993 eo nevesaet statud an enezeg ha roet hec’h emrenerezh da vat da Bostoù Åland.
Danvez an timbroù zo stag ouzh buhez ar vro vihan alies : savadurioù (tour-tan, ilizoù, milinoù), ar sportoù, an natur…
Liammoù diavaez
kemmañ- (sv) Posten Åland