To pa ri ti zo ur bomm-lavar brezhonek a oa bet savet marteze da dreiñ ar c'hrennlavar latin Age quod agis, met un tammig disheñvel eo.

Ar gentel a zo ennañ eo homañ: ret eo d'an den echuiñ al labour zo bet kroget gantañ, evel ma ranker teiñ un ti d'e echuiñ.

A-wechoù e vez lavaret: Pa ri ti to. A-wechoù ivez e vez lavaret an eil war-lerc'h egile. Hag a-wechoù all e vez lavaret buan hag e vez goulennet digant ar selaouer ha komprenet en deus.

Pennadoù kar

kemmañ