Tolz molekulel
tolz molekulel ur volekulenn bennak a zo kevatal d'ar c'heñver etre he zolz hag unanenn tolz an atomoù : u (a glot gant 1/12 eus tolz un atom karbon 12).
Bez' e c'heller jediñ anezhi dre sammañ tolz atomek an holl atomoù eus ar volekulenn, pe ivez, muzuliañ anezhi ent arnodel dre spektrometriezh tolz.
Faktor treiñ eus an tolz molekulel d'an tolz molel : tolz molel = tolz molekulel × (6,022 × 1023)
Kudenn an izotopoù
kemmañTolzoù diheñvel a zo en izotopoù. Er spektrometriezh tolz e kemerer peurvuiañ an tolz monoizotopek evit ar molekulennoù bihan, eleze tolz an izotop stankañ eus pep elfenn. Kavet e vez an tolzoù implijet da jediñ an tolz molekulel monoizotopek, e-barzh un daolenn eus tolzoù an izotopoù ha n'int ket ar memes re hag ar re a gaver a-barzh un daolenn beriodek voas. Evit ar molekulennoù brasoc'h e kemerer alies an tolz molekulel keidennek pa n'eo ket nemetken gant izotopoù stankañ pep elfenn ez int kompozet moarvat. Bez' e c'heller jediñ an tolz keidennek-se dre ober gant niver tolz an elfenn a gaver en taolennoù periodek boas.
Da skouer : tolz molekulel an dour
kemmañ1,00794 u eo tolz atomek an hidrogen hag 1,00794 u hini an oksigen. Dre se e c'heller jediñ tolz molekulel ur volekulenn dour dezhi ar formulenn H2O evel henn :
- (2 × 1,00784 u) + 15,9994 u = 18,01508 u.
Padal ez eo 1,00783 u tolz an hidrogen 1 (an izotop stankañ), ha 15,9949 u tolz an oksigen 16 (an izotop stankañ), setu ez eo 18,0105 u tolz ar volekulenn dour stankañ peogwir ez eus moarvat un dasparzhadur stadegel eus an atomoù a ro ur skeudenn vat eus an izotopoù hed-ha-hed ar volekulenn.
Tolz molel un danvez bennak a zo anezhañ tolz 1 mol (unanenn SI evit ar c'hementad SI diazez kementad danvez a zo n e simbol). Kevatal eo gant liesad an tolz molekulel dre digemmenn Avogadro 6,022 × 1023 gant an unanaenn SI kg/mol, met bez' e reer ivez gant g/mol.
Gwelet ivez
kemmañ