Tomás de Zumalacárregui
Tomás de Zumalacárregui, pe Tomas Zumalakarregi Imatza en euskareg (Ormaiztegi, Gipuzkoa, 1788 – Zegama, Gipuzkoa, 1835), Dug ar Victoria de las Amezcoas ha kont Zumalacárregui, lesanvet Tío Tomás (Tonton Tomaz), ha diwezhatoc'h «Tigre de las Amescoas», a oa ur jeneral eus arme ar garlourien e-pad Kentañ brezel ar garlouriezh.
E vuhez
kemmañGanet e oa er genkiz (caserío) Arandi, en Ormáiztegui. Tud a ouenn uhel hag a beadra e oa e dud, Francisco Antonio Zumalacárregui Múgica hag Ana María Imaz Altolaguirre. Daou vreur dezhañ a oa aet da veleien hag ar mab henañ a oa alvokad. Miguel Antonio, a voe ur politikour frankizour a bouez en XIXvet kantved, hag a c'houzañvas kalz eus perzh an hollveliourien. Tomas, an dekvet eus an unnek bugel, a oa pevar bloaz pa varvas e dad, hag ac'h eas da soudard.
Goude marv e dad eo ez eas an tiegezh da chom d'an ti Iriarte-Erdikoa, a zo hiriv Mirdi Zumalakarregi. Eno e voe roet dezhañ un tamm deskadurezh ha kelennet war al latin. En 1801 e voe kaset gant e vamm da Idiazábal da zeskiñ «práctica de escribano».
Brezel dieubidigezh Spagn
kemmañEn 1808 edo o tifenn kêr Zaragoza er c'hentañ seziz a c'hoarvezas e-pad Brezel dieubidigezh Spagn, enep armeoù gall Napoleone Buonaparte. Perzh a gemeras en emgann Tudela, hag en eil seziz Zaragoza. E-kerzh ar seziz-se e voe tapet gant ar C'hallaoued pa oa aet e-maez kêr gant soudarded all. Tec'hout a c'hallas goude dispenn e ereoù ha mont da repuién d'e gêr c'henidik, Ormaiztegi.
Goude ur pennad er gêr ez eas d'ar menezioù da stourm a reas dindan ar jeneral Gaspar de Jáuregui, lesanvet ar Pastor, a en em ganne evit e gont e-unan en Euskadi. Dont a reas da vout sekretour Jáuregui, dre ma oa dizesk an den, ha kentelioù a roas dezhañ. Goude e teuas da vout eiler personel Juan-Carlos Areizaga. E deroù ar brezel e kemeras perzh e meur a grogad-brezel, en Azpíroz (Navarra), Oyarzun (Gipuzkoa), Santa Cruz de Campezo (Araba) pe El Carrascal, ma voe anvet da subteniente en arme vihan.
En 1811 e voe ebarzhet an armeoù bihan eus Euskadi ha Navarra hag eus an trowardroioù, er Seizhvet Arme Spagnol dindan ar jeneral Gabriel de Mendizábal. Jáuregui, anvet da goronal, a oa dindanañ an holl vagadoù eus Gipuzkoa, a voe anvet neuze Primer Batallón de Guipúzcoa. Tomás, neuze letanant ( teniente), a voe lakaet da ofisial an arme. Dre ma kresko ar bagadoù e vo krouet an eil hag an trede batailhon en arme Gipuzkoa.
Zumalacárregui a chomas da ofiser a-hed ar brezel e Kentañ Batailhon Gipuzkoa, da gentañ evel letanant (teniente) hag adal 1812 evel kabiten. Perzh a gemeras e meur a hini eus ar c'hrogadoù-brezel a c'hoar vezas e Gipuzkoa, hag e hanternoz Navarra er bloavezhioù-se; Zumárraga, Puente de Belascoain, Unzué, Ataun, Urrestilla, Irurzun, Arechavaleta, Vergara, Loyola, Descarga, Sasiola, Mendaro pe Salinas.
Dindan ar jeneral Freire e oa en Emgann San Marcial d'an 31 a viz Eost 1813 pa voe echuet da vat gant bezañs an arme c'hall e Spagn, ha medalennet e voe en abeg da se. Meur a wech, e-pad ar brezel e oa aet da gêr Cádiz, kaset gant Jauregui, ha meur a gefridi dezhañ da gas da benn. Eno en em gavas gant e vreur Miguel Antonio de Zumalacárregui, dileuriet evit Gipúzkoa en Cortes Cádiz.
A-hed ar bloavezhioù ma voe dindan urzhioù Jáuregui e teuas Zumalacárregui da vezañ ur mailh war ar brezelikat. Deskiñ a reas aozañ an arme, ar pourvezioù, ha padout er brezel. En em voazañ a reas ouzh ar vuhez er menezioù Gipuzkoa ha Navarra. Kement-se a vo talvoudus-bras dezhañ diwezhatoc'h pa vo lakaet e penn arme ar garlourien.
Troioù-brezel
kemmañ- Tro-vrezel Peña de San Fausto, 19 a viz Eost 1834.
- Emgann Alegría de Álava, 27 a viz Here 1834.
- Tro-vrezel Venta de Echavarri, 28 a viz Here 1834.
- Tro-vrezel pont Larraga, 8 a viz Meurzh 1835.
- Tro-vrezel Larremiar, 12 a viz Meurzh 1835.
- Tro-vrezel Artaza, 22 a viz Ebrel 1835.
- Tro-vrezel Puerto de Descarga, 2 a viz Mezheven 1835.
Div wech hepken e kasas e soudarded d'an emgann:
- Emgann Mendaza, 12 a viz Kerzu 1834.
- Emgann Arquijas, 15 a viz Kerzu 1834.
Mirdi
kemmañPennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Vida y hechos de don Tomás de Zumalacárregui, gant Juan Antonio de Zaratiegui (Madrid, París, 1845).